Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/495

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 a C’houere
487
sant herri, impalaer

c’houlenn sikour digant ar roue. Herri a skoaz raktal d’ann Itali gant he arme, hag a lakeaz adarre ar pab var he dron. Neuze Beneat VIII a roaz d’ezhan ar gurunenn a impalaer gant eur zolanite vraz.

Pa oue distro d’he rouantelez, e reaz eur bale dreizhi evit lakaat ar feiz, ann devosion hag ar justis da ren e peb leac’h. N’en doa ken ioul nemed da velet Doue anavezet, karet ha servichet muioc’h-mui, ne ket hebken gant he zujidi, mes gant ann dud holl. Abalamour da ze e timezaz he c’hoar Jizeel da Stephan, roue ann Hongrii. Ar vro-ma a ioa c’hoaz paian d’ar mare-ze ; mes Herri a espere e teuje da veza kristen gant sikour he c’hoar, ha setu ar pez a erruaz e guirionez. He-unan oa dimezet da zantez Kunegond ; mes ar zantez-ma hag hen a vevaz ato ho daou evel breur ha c’hoar.

Erfin, goude beza bet enn he vuez eur zervicher fidel da Zoue ha breac’h deou ar relijion hag ann Iliz, ann impalaer Herri a glanvaz e kastel Grun, hag eno e varvaz e peoc’h d’ar pevarzek a viz gouere euz ar bloaz 1024, oajet hebken a zaou vloaz hag hanter-kant. Doue a ziskleriaz he zantelez dre galz a viraklou, hag ar pab Eujeen Trede a lakeaz anezhan e renk ar Zent er bloaz 1152.


SONJIT ERVAD

Ar Pab eo ar penn enn Iliz ha pastor ann holl gristenien, hag abalamour da ze e tle beza roue he-unan, heb kaout den da rei ursiou d’ezhan. Da genta, o veza roue he-unan, e c’hell lavaret ho guirioneziou d’ar rouaned all gant muioc’h a hardisegez. D’ann eil, ma ne ve ket roue he-unan, ne ve mui mestr da c’houarn ann Iliz egiz ma karfe ; rak neuze e ve gellet miret outhan da gas kannaded pe lizeri d’al leac’h m’en defe c’hoant, evit mad ar relijion ha kelennadurez ann dud fidel ; gellet e ve zoken miret outhan da reseo ar re a iafe da c’houlenn kuzul pe sklerijenn digant-han. Ar roue Herri a goumprene mad ann dra-ze, ha setu perak ec’h hastaz mont da Rom gant he arme evit lakaat adarre ar pab Beneat VIII var he dron, goude m’en doa renket tec’het kuit gant aoun da goueza etre daouarn he enebourien.