Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/273

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 a Ebrel
265
sant justin, merzer

eme Justin, a glask ar Virionez, hag abalamour da ze ounn en em lakeat er skol gant eur philosoph. » « — Mar d-eo ar Virionez a glaskit, eme ann den koz, n’e ket levriou na kenteliou ar philosophed eo he desko d’ehoc’h : n’he c’havot nemed er Skritur Sakr, eul levr hag a zo bet skrivet dre atiz ar Spered-Santel. Ar Skritur Sakr hebken a raio d’ehoc’h anaout ar guir Doue, en deuz krouet ann env hag ann douar, ha Jezuz-Krist, he Vab, a zo en em c’hreat den evit hor zavetei. »

Ar c’homzou-ma a ieaz doun e kaloun Justin, hag, heb dale,diskib ar philosophed a deuaz da veza eunn diskib fidel da Jezuz-Krist. He vuez a ioa henvel oc’h hini eur manac’h pe eunn ermit: ne ehane da bedi, kastiza a rea he gorf dre ar binijenn, hag ar Skritur Sakr a veze noz-deiz etre he zaouarn. Leac’h zo da gredi e resevaz ann Ursiou hag e oue beleget; rak he-unan e lavar enn tu bennag oa karget da gelenn ar boblou.

Ar pez zo sur eo, eur vech m’en devoue bet ann eur da anaout ar virionez, Justin ne espernaz nag he boan nag he amzer evit he rei ive da anaout d’ar re all. Skriva a eure meur a levr evit digeri ho daoulagad d’ar Iuzevien, d’ann heretiked ha d’ar baianed, enn eur ziskouez d’ezho sklear n’edont ket var ann hent mad. N’en doa aoun rak netra pa veze hano da zifenn ar feiz, hag evit kement-se e skrivaz a benn diou vech d’ann impalaered ho-unan. Ar vech genta e c’houlenne ma vije barnet ar gristenien hervez al lezennou, ha na vijent ket koundaonet heb abeg. « — Ar gristenien, emezhan, a vez koundaonet abalamour ma’z int kristenien ; mes ann dra-ze a zo a enep peb guir ha lealded : ne c’heller ket ho c’houndaoni ma n’o deuz great drouk ebed. »

Enn dro-ze, ar Zant a oue selaouet hag a obtenaz evit ann Iliz eur pennadik brao a beoc’h.

Mes ann eil guech ne obtenaz nemed kurunenn ar verzerenti evithan he-unan hag evit hiniennou euz he ziskibien. Ann archerien a grogaz ennhan hag her c’hasaz dirak gouarner Rom; rak pell a ioa oa deuet d’ar gear-ma da jom. Ar gouarner o veza goulennet outhan