Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
200
19 a Veurs
sant joseph


Etre daou, ar roue Herodes a roaz urs da laza ann holl vugale vihan a ioa e Bethleem ha tro var dro betek ann oad a zaou vloaz. Neuze eunn eal a deuaz da gaout Joseph enn noz, hag a lavaraz d’ezhan dre he gousk : « — Savit, kemerit ar bugel hag he vamm, ha tec’hit gantho d’ann Ejipt ; rak Herodes a zo o klask ar bugel evit hel lakaat d’ar maro. » Joseph a zentaz heb lavaret ger ; kemeret a eure ar bugel hag he vamm, ha setu hen gantho d’ann Ejipt.

Goude maro Herodes, ann eal a deuaz adarre da gaout Joseph enn noz, hag a lavaraz d’ezhan : « — Maro eo brema ar re a glaske lamet he vuez digant ar bugel. Savit eta, ha distroit ganthan ha gant he vamm da vro israel. » Joseph a zavaz var ann heur, a gemeraz ar bugel hag he vamm, hag a zistroaz gantho da gear Nazareth er Galilee.

Jezuz ha Mari a ioa kustumm da vont bep bloaz da Jerusalem da c’houeliou Pask. Pa oue deuet ar Mabik Jezuz d’ann oad a zaouzek vloaz, e kaschont anezhan gantho. Hogen, da fin ar goueliou, ar Mabik Jezuz a jomaz e Jerusalem var ho lerc’h, ha Joseph ha Mari ne c’houient dare. Kredi a reant edo gant unan bennag euz ho c’herent pe ho anaoudeien ; rak ann holl a glaske he gaout da goumpagnoun. Pebez enkrez eta, pebez nec’hamant, pebez anken, pa remerkchont n’edo ket! Mes ive pebez joa ha pebez levenez pa her c’havchont goudeze enn templ o tisput ouz ann doktored.

Ar mabik Jezuz a zistroaz raktal da Nazareth gant ar Verc’hez ha sant Joseph hag eno, eme ar Skritur Sakr, e tremene he amzer o senti outho. Netra ne ziskouez guelloc’h mirit sant Joseph hag ar c’halloud en deuz brema enn env eged ar c’homzou-ze : « Jezuz a zente outhan. » O gloar heb he far ! Jezuz a zente ouz Joseph evel ma sente ouz Mari, egiz pa vije bet ive mab da Joseph evel ma’z oa e guirionez mab da Vari.

Ar Skritur Sakr ne verk netra ken d’eomp divar benn sant Joseph. Kredi a reer e varvaz epad m’edo c’hoaz hor Zalver e Nazareth. Bez’en devoue eta ann eur da vervel etre divreac’h Jezuz ha Mari, hag abalamour da