Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 a Veurs
199
sant joseph

nikun euz he zeveriou e kenver Doue, e kenver he nesa hag enn he genver he-unan. Joseph a ioa eunn den just, da lavaret eo c’hoaz, na Doue, nag ann nesa, nag he goustians he unan, n’o doa netra da rebech d’ezhan.

Sant Joseph a zimezaz d’ar Verc’hez Vari d’ann oad a zaou-ugent vloaz. Setu ama penaoz. Pa oue ar Verc’hez enn oad da zimezi, ar veleien a zonjaz klask eur pried d’ezhi e lignez ar roue David. Hogen, bez’ez oa eur maread paotred iaouank euz ar vouen-ze. Mes, Doue a roaz da anaout dre eur burzud eo Joseph a ioa bet choazet ganthan evit pried d’ar Verc’hez. He c’hemeret a reaz eta petra bennag m’en doa he-unan great veu a virjinite.

Goude ho eured, Joseph ha Mari en em dennaz e Nazareth, ho bro. Di eo ez eaz ann arc’heal Gabriel da lavaret d’ar Verc’hez oa choazet evit beza mamm da Zalver ar bed. Mari ne guze netra ouz he fried; goulskoude ne gountaz ket ann dra-ma d’ezhan, abalamour ma’z oa var he meno eunn dra hag a rea re a henor d’ezhi. Mes Doue he-unan a gasaz eunn eal da ziskleria da Joseph ar pez a ioa c’hoarvezet. « — Joseph, eme ann eal, n’o pezet aoun ebed o telc’her Mari ganehoc’h ; rak n’e deuz konsevet nemed dre c’halloud ar Spered-Santel. Lakaat a rai er bed eur mab, hag ar mab-se a hanvot Jezuz, da lavaret eo Salver; rak hen eo a zavetaio he bobl enn eur zizamma anezhan euz he bec’hejou.

Pa c’hanaz ar Mabik Jezuz e kraou Bethleem, sant Joseph en devoue ann eur d’hen adori da genta asambles gant ar Verc’hez, ha goudeze en devoue ive ar joa da velet ar bastored divar dro hag ann tri roue euz ar Zao-Heol o tont d’en em strinka d’he dreid hag oc’h he anaout evit ho Zalver hag ho Doue.

Daou-ugent devez goude m’oa ganet, ar Mabik Jezuz a oue kaset da Jerusalem gant Joseph ha Mari evit beza kinniget da Zoue enn templ. Eno sant Joseph a resevaz, evel ar Verc’hez, bennoz ann den santel Simeon. Mes ar c’homzou-ma a lavaraz Simeon da Vari: « — Ho kaloun a vezo treuzet gant eur c’hleze a c’hlac’har », a skoaz ive eunn taol pounner e kaloun he fried.