Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 a C’houevrer
131
sant gregor ii, pab

a zakraz eskop er bloaz 716, ha sant Bonifas er bloaz 723 ; sant Bonifas a oue hanvet a-c’houdevez abostol braz ann Allemagn.

Gregor a gasaz ive eur belek santel gant eur guchenn venac’h da zevel a nevez kouent Menez-Kasin, a ioa bet dismantret gant al Lombarded seiz-ugent vloaz araok, hag e kouenchou Rom, a ioa kouls lavaret goullou d’ann ampoent, e lakeaz adarre menac’h devot evit kana noz-deiz meuleudiou ann Aotrou Doue. He di he-unan zoken a jenchaz enn eur gouent goude maro he vamm, hag oc’h ar gouent-ma e stagaz kalz leveou ha douarou, ken e kear ken var ar meaz. Dougen a reaz erfin lezennou leun a furnez evit lamet ar giziou fall euz a douez ann dud fidel, hag asambli a eure eur c’honsil e Rom divar benn ann dra-ze.

Etre daou, Leon ann Izorian pe a Izorii a ioa bet hanvet da impalaer Konstantinopl. Ann impalaer-ma, bet marc’hadour loaned enn he iaouankiz, a lakeaz enn he benn oa pec’hed henori ann imachou, ha setu hen hag ordren tenna euz ann ilizou kement taolenn ha kement krusifi a c’helle beza ennho. Sant Gregor, o veza klevet ar c’helou-ze, a skrivaz raktal d’ann impalaer evit diskouez d’ezhan pegen diskiant oa ar zonj a ioa deuet enn he spered. « Ar pez oc’h euz lakeat enn ho penn, a lavare ar pab enn he lizer, a zo kountrol-beo da feiz ann lliz katholik ha da skridou ann tadou santel. »

Ann impalaer a ieaz enn egar o lenn al lizer-ma, hag a zigasaz tud d’ann Itali a benn teir guech gant urs da laza Gregor pe d’he derri euz he garg. Mes ann dud-se ne c’helljont ket dont a benn euz ho zaol : pobl Rom hag ar boblou divar dro a viraz outho. Epad ann amzer-ze ar Zant a greske he aluzennou, he iuniou hag he bedennou, evit goulenn sikour digant Doue. Bemdez e lakea ober prosesionou dre ruiou kear enn eur gana al litaniou.

Goulskoude unan euz ann dud fallakr a ioa bet digaset d’ann Itali gant ann impalaer Leon, ann diveza anezho, a c’hounezaz Luitprand, roue al Lombarded, ha setu hema ha dastum eunn arme evit sailla var Rom. Mes