Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 a C’houevrer
129
sant eucher, eskop

a iliz hag ar bobl a c’houlennaz ma vije lakeat Eucher enn he blas. Great e oue hervez ho goulenn. D’ar mare-ze, Charles Martel a ioa e penn ar c’houarnamant e Frans. Hogen, ar prins-ma he-unan a falvezaz d’ezhan kas da Orlean eunn offiser a renk huela evit mont gant kannaded ann dud a iliz hag ar bobl da gerc’hat ar Zant da abati Jumiej.

Pa glevaz oa choazet da eskop, Eucher a zirollaz da vouela evel eur c’hrouadur. « — Enn han’Doue, emezhan d’ar venac’h all, dalc’hit ac’hanon enn ho touez ha n’am lezit ket da zistrei er bed el leac’h ma vinn marteze e riskl d’en em goll. » Mes ar venac’h all, er chountrol, hen aliaz da gemeret ar garg a ioa c’hoant da lakaat var he ziouskoaz ; rak guelet a reant oa bolpntez Doue e kemerje anezhi.

Ar Zant a heuliaz erfin ho ali hag o veza bet sakret eskop, ec’h implijaz he holl amzer evit silvidigez ann eneou a ioa fiziet ennhan. Labourat a eure da lakaat urs e peb tra ha da lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl. Ne ehane da veilla var ar veleien hada gelenn he-unan ann dud fidel var guirioneziou ar relijion. Mont a rea ive aliez da vizita kouenchou he eskopti, ha ker mad oa e kenver ann holl ma’z oa karet gant peb hini evel eunn tad.

C’houezek vloaz a ioa ma veve Eucher e peoc’h enn he eskopti pa oue kountet traou divar he benn da Jarles Martel. « Eskop Orlean, eme ann teodou fall, ne fell ket d’ezhan suja d’ho lezennou, hag a zo a du gant hoc’h enebourien. » Eur gaou braz a lavarent. Goulskoude ar prins ho c’hredaz, ha raktal, droug ennhan, e koundaonaz ar Zant d’ann harlu.

Kaset e oue da genta da Gologn. Mes kement a henor a oue great d’ezhan er gear-ze ma lavaraz Charles Martel he gas da eur plas all e kostez Liej, Meuze Eucher a c’houlennaz en em denna enn abati Sant-Tron, hag eno e vevaz evel eunn eal epad chouec’h vloaz. Erfin e kouezaz klanv hag e varvaz leun a veritou d’ann ugent a viz c’houevrer euz ar bloaz 743. Goude he varo Doue a ziskleriaz he zantelez dre eur maread miraklou.