deleziou war dachenn ar studi hag an deskadurez ne vije ket bet anezañ kennebeut-all. En eur yez veur ledet war eur rannvedad-douar re ec’hon, komzet gant re a vilionou-tud, ne gaver nag ar spered-se, nag ar c’hendamouez-se. An darn-vuia eus komzerien eur yez veur a zarempred ar skoliou a-benn en em varrekaat da c’hounit o bara, n’eo ket e-sell d’ober enor d’o brôad ha d’o yez, ha d’o bruda en eun doare pe zoare. Kaeliet eo o spered ouz kement n’hall ket rei harp d’ezo da ober gwelloc’h o zreuz er vuhez. N’int ket e chal gant ensavaduriou-meur o bro, o veza m’emañ, gouez d’ezo, ar Stad hag ar gargidi evit pledi ganto. Digas e chomont ouz ar gwellaat hag an araokaat eur ar skiantou diarc’hantus (ha d’ar re-mañ beza ar re dalvoudusa evit digeri spered mab-den, e wellaat, ha ledanaat d’ezañ kelc’h e weladurez), rak bez’ez eus, gouez d’ezo, gouizieien paeet diwar leveou ar Stad evit pleustri war ar skiantou-se. Ne sellont ouz al lennegez nemet pa vez arc’hant da denna diouti. Er yezou meur e vez bepred an dud o konta war dud-all evit ober al labouriou dic’hopr. Er yezou-se, ma vez enno an den e-unan, gant kement a ra, evel eul lommad-dour kollet e-kreiz ar mor, ez a war stankaat, muioc’h eget er yezou bihan, an dud digar na soñjont e tra-all ebet nemet enno o-unan hag en o c’hefridiou. War baotaat ez a, er yezou meur, ar rummadou tud a c’hellfed envel amañ, war hon douar-bras-ni, Polunezidi Europa pe isnoueañsou europat a Ganaked, da lavarout eo gwenn-groc’heneien oc’h ober gant izela kavadennou hon Amzer, kirri-dre-dan, emluskerezed, nijerezed, pellgelaouerez diorjal, skingomzerez, skinsonerez, h. a.,
hag int o venel a-hend-all dic’houzvez a-grenn eus