Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 2, 1935.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ha neb a zo gwintet e-krec’h bremañ ganti, en em gavo warc’hoaz degaset e-traoñ. Ar poblou a oar labourat ha stourm hep fallgaloni nepred a zo sur da welout eun deiz pe zeiz an trec’h o tont d’ezo [1].

Brouda ar speredou da labourat, da sevel ha da groui, boaza an dud da striva, d’en em zibab ha d’en em zifenn, paotaat dre-holl ar c’hreizennou-kelenna, ar c’hreizennou-studia, ar c’hreizennou-prienti-deskadurez, ar c’hreizennou-aoza-sevenadurez setu aze ar frouezou mat he deus taolet emsavadeg ar yezou hag ar brôadeleziou en XIXvet kantved. Ma vije bet eur yez veur hepken, an alamaneg da skouer, o ren eus ar menez Gavret d’ar mor Enezek, hag eus mor Adria d’ar mor Du, daoust ha c’hoarvezet e vije kement-all ? A-dra-sur, digoret e vije bet ivez dre-holl skoliou, reou bras ha reou bihan, hogen gant ar Stad, diwar he leveou, dre he c’hargidi, dre he gopridit ha neket gant tud en o ferz o-unan, gant prevezidi. Ar spered en deus enaouet paotred emsavadeg ar yezou hag ar brôadeleziou, a weler unanet ennañ ar garantez ouz ar vro, ouz ar ouenn, ouz ar yez, ar garantez ouz ar ouiziegez ha perziou-mat-all eus an dibaota evel an emginnig, an emouestla, an emaberzi, ar spered-se, hag a zo moarvat ar pep gwella eus an emsavadeg, ne vije ket bet anezañ. Ar

c’hendamouez frouezus ha yac’hus [2] etre ar brôa-

— 9 —
  1. Diwar-benn Gresianed an XTXvet kantved, lenn : Herri Helle, La Grèce, war T. du M. 1876, 1877, 1878, 1879, 1880, 1884 ; Viktor Bérard, La Turquie et l’Hellénisme contemporain, 1893 ; Canat, La Renaissanee de la Grèce antique (1810-1850), 1911 ; W. Miller, A History of the Greek people (1821-1921), London, 1922 ; G. Weill, L’Eveil des Nationalités et le Mouvement libéral (1815-1848), 1930, pp. 83 ha 167.
  2. Yac’hus, a lavaran, daoust d’ar gwall-skeudou a zo bet ouz e ambroug.