Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 2, 1935.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

kaset da benn. N’eus netra tenerusoc’h eget skouer ar Gresianezed paour ha dizesk-se eus ar bobl a yae betek rei o gwenneg diweza evit harpa ar skoliou savet gant o c’henvroïz da vaga ar c’hresianegez en Anatolia hag el lodennou eus Europa sujet d’an Durked [1]. Netra bravoc’h eget fealded ar c’houn a vire ar C’hresianed desket eus braster o brôad en Henamzer, netra kaeroc’h eget nerz ar fiziañs en Amzer-da-zont o lakae da lavarout, daoust da dristidigeziou ha da zismegañsiou an euriou ma vevent enno : Tha elthê to rômaiko « Ra zeuio ar romaneg ! » [2]. Netra hoalusoc’h eget « ar Menoz-Meur » en deus frealzet ha kennerzet ar rummou Gresianed o deus bevet a-hed an XIXvet kantved : dastum an holl C’hresianed a veve en Europa hag en Anatolia en eur Stad hepken, en eur Stad dishual, dizalc’h, a vefe en hon Amzer eun astennadenn da Impalaerded c’hresian Buzantion er Grenn-amzer. Ar gasidigez da get, gant an Durked-Yaouank, eus ar brôadou Gresianed a veve en arvor Anatolia, he deus gwall-bellaet en Amzer-da-zont sevenidigez an uhel-vennadenn-se.

Nemet trei dalc’hmat a ra Rod-Veur ar Berz-Diverz,

— 8 —
  1. Keñveria ar pez a lavar E Reclus, L’Europe méridionale p. 122.
  2. A. Bellessort, La Roumanie contemporaine, eil mouladur, 1905, p. 52. Hellened a rae anezo o-unan Gresianed an Henamzer, ha helleneg eus o yez. Nemet pa voe degemeret ar gristeniez er broiou hellenek, e teuas tamm-ha-tamm ar ger Hellen da gemma ster ha da dalvezout kement ha « pagan ». O veza, a-hend-all, m’edo ar broiou hellenek kristenet kevrenn eus an Impalaerded roman. ha ma kendalc’has, diwezatoc’h, renerien Impalaerded c’hresian Buzantion d’en em sellout evel astennerien an Impalaerded roman, e troas ar C’hresianed d’en em envel Romaned (Romioi « Romaïz ») ha da ober eus o yez ar romaeg.