Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 2, 1935.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Prederiadennou
diwar-benn
ar Yezou hag ar Brezoneg


II


XX. EVEZIADENNOU
A-ZIVOUT AR PEZ A ZO ARAOK


Daoust da notennou ar pennad-araok beza kalz re verr ha tevel war eleiz a draou a bouez, a-walc’h a zo bet lavaret enno evit rei d’al lenner eun tañva eus niver ha gwrez an oaledadou a virvidigez- spered a zo bet enaouet en XIXvet kantved, gant an emsavadeg evit ar yezou hag ar brôadeleziou, adalek aradennad ar meneziou Gavret ha Hezet (Gabreta ha Sudeta gant ar Gelted koz, Boehmer Wald hag Erzgebirge gant an Alamaned-vremañ) betek aod ar mor Enezek, hag eus mor Adria d’ar mor Du. Ha c’hoaz, dre ziouer a lec’h, pe, evit lavarout gwell, gant aon rak hiraat betek re an danevell, em eus lezet ar C’hresianed er-maez, eun taol-disleal hennez en o c’heñver, hen anzav a ran, rak par e voe ar garantez o deus bet ouz o yez hag ouz o brôadelez d’ar garantez displeget gant ar poblou-all ; kevatal eo bet o strivou, ker bras eo bet o nerz-emouestla hag o

nerz-emaberzi, ha ker souezus al labouriou o deus

— 7 —