lavarout e oa deuet ar galleg, e trowardroiou ar bloaz 1700, da veza yez holl leziou an Alamagn. Argaset diouto e oa bet an alamaneg gantañ. Trellet edo dre-holl ar renkadou-renerien gant sked lez Loeiz XIVvet. Evito, n’oa sevenadurez ebet er-maez da hini Vro-C’hall, hag, e pep tiegez, e vaged Gallaoued da gelennerien war o yez. Oc’h ober diouz skouer ar renerien vras eus an noblañs, edo o vralla war-du an emc’hallekaat ar pep pinvidika eus ar vourc’hizien [1].
Istor ar prederour hollvrudet Leibnitz a ziskouez anat pegen diaes e oa neuze d’an alamanegerien a gare o yez ober diouz o c’harantez. E 1680, ez embannas Leibnitz en alamaneg eul levrig anvet « Prederiadennou dilorc’h diwar-benn an ober gant ar vez alamanek hag ar gwellaat anezi ». Ali a rôe ennañ da Alamagniz striva da gomz ha skriva dre-holl eur vez reiz hag unvan. Nemet gant an dud uhel end-eeun ma skrive Leibnitz evito ha m’edo d’ezo evel eur c’helenner war ar reizpoella (rouanez ar Brus a oa en o fenn), gant an holl rummad-se a lennerien diouz an dibab edo intentet ar galleg kalz gwelloc’h eget an alamaneg. Gant-se e galleg eo e skrivas Leibnitz e Théodicée. Ha d’ar prederour-se beza bet eun den a spered bras hag a zeskadurez doun, n’oa tamm ebet ennañ danvez eun torrer-harzou. Bez ’ e oa eus gouenn ar re a zo gwell ganto mont gant red an dour eget striva evit mont a-enep. Gwell a se evit adsavidigez hag amzer-da-zont an alamaneg, al
labour lezet divoulc’h gant Leibnitz — kroui eur yez
- ↑ Tonnelat, p. 157, L. Reynaud, Histoire générale de l’influence française en Allemagne, 1914.