Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 2, 1935.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Labour glanyezerien ar XVIIvet kantved a voe klokaet, e derou ar c’hantved war-lerc’h, gant ar prederour Kristian Wolff. Ober a reas hemañ, evit anoiou traou-diverz ar brederouriez ar pez o doa graet ar c’hlanyezerien en e raog evit an anoiou traou-merzek. Da ober evit ar geriou estren, e savas diwar elfennadou alamanek, geriou diougevrennek pe lieskevrennek. D’ezañ e tle ar yez uhel geriou evel Bewusstsein (emskiant) n’oufe bremañ prederour ebet tremen heptañ. Ha da Wolff beza eur poellvestroniour touet, ne gilas ket koulskoude, evit pinvidikaat e yez, rak trei ouz ar geriadur e boaz gant Kevrinidi an Alamagn : ampresta digantañ a reas termeniou evel Beschaulichkeit (gourarvestad) hag Erbauung (ar skouervada). Evel ar brederourien hag ar ouizieien-all o veva en e amzer, en doa Kristian Wolff deraouet da skriva e oberou e latin. Nemet dindan levezon ar menoziou nevez, e tilezas al latin evit kemer an alamaneg. Eur spered spis ha splann a oa anezañ, ha santout a rae ervat e oa eun teñzor a binvidigeziou a-guz en alamaneg. Ar brederourien hag ar ouizieien, oc’h ober diouz e skouer, a zegemeras a-c’hrad-vat an doare yez-plaen ijinet gantañ. Diaesoc’h e teuas an emgleo da ren e-touez ar skrivagnerien-all ; barzed, saverien peziou-c’hoari, romanterien, lennvarnerien. Rendaeladegou eus ar c’houerva a savas en o zouez hag a badas betek kreiz an XVIIIvet kantved, pep skrivagner o kredi start n’oa nemetañ a gement en doa segred ar gwir alamaneg [1].

Saverien an alamaneg unvan o deus bet da

— 47 —
  1. Tonnelat, pp. 160-1.