alamaneg, a oa disleberet ha distreset-holl ganto, stabilaat ar reizskriva, ar reizdistaga, hag ar reizranna anezañ, unvanaat ha pinvidikaat ar yez skrivet, yez al levriou, d’he lakaat e-tailh da geveza gant ar galleg hag al latin [1].
Hiniennou eus ar geriou savet gant ar c’hlanyezerien evit pinvidikaat ha diestrenc’heriekaat an alamaneg n’o deus graet berz ebet hag o deus tennet warno goapadennou, Zeugemutter (Kenluzvamm) n’eo ket bet evit distroada Natur, ha Tageleuchter (deizgoulaouer) evit argas Fenster « prenestr ». Hogen, kalz a re-all a zo bet degemeret, evel Augenblick e-lec’h Moment, Gesichtskreis e-lec’h Horizont, Jahrbücher (bloazlevriou) e-lec’h Annalen, Bleistift (plommvazig) e-lec’h Crayon, Briefwechsel e-lec’h Korrespondenzt, Sinngedicht e-lec’h Epigramm, Bücherei e-lec’h Bibliothek, h. a. N’eo ket deuet atao ar geriou alamanek-rik nevez-savet a-benn da beurgas ar geriou estren : kevezata outo a reont avat, o pourchas d’an dud a skriv hag a gomz ar c’henalamaneg, pe alamaneg unvan, eun niver
bras a-walc’h a heñvelsteriadou talvoudus [2].
- ↑ Eus gre Karolingiz d’an XIIIvet kantved, e oa manet al latin en Alamagn yez ar c’hansellerez, ar gannadouriez, ar wiraouriez hag ar stadrenerez. Betek dibenn ar XVIIvet kantved, e vanas yez ar c’helennerez hag an deskadurez. Er Skoliou-meur e veze displeget an holl genteliou e latin, ha moulet e veze muioc’h a levriou latin eget a levriou alamanek. E 1681, evit ar wech kenta, e voe embannet muioc’h a levriou alamanek eget a levriou latin. E 1687, e voe digoret, e Skol-veur Leipzig, ar genta steudad-kenteliou bet graet en alamaneg. Da wall-skouer e voe tremenet an nevezinti-se d’ar mare. Eun hanter-kantved diwezatoc’h, o devoa an darn-vuia eus mistri-gelennerien an Alamagn dilezet ad latin evit an alamaneg, Tonnelat, pp. 119, 147-9.
- ↑ Tonnelat, op. cit. pp. 151-3.