[1]. Ar c’hosa oberiou a lennegez a anavezomp e galleg, gwerz santez Eulalia (Xvet kantved) hag ar Ganaouenn Roland (derou an XIIvet kantved) a zo darndeoderez-bugale p’o lakaer e-skoaz gant an oberennou a saved en hevelep marevez e kembraeg hag en iwerzoneg [2]. Ar C’hanaouennou-jestr, ar romantou kourtez, zoken ar romantou tennet eus danvez Breiz, ne dizont ket zoken kerkent ha seuliou al lennegeziou nevez-keltiek kempred d’ezo. A-walc’h, evit her spisa anat, lakaat ar pep gwella eus ar romantou gallek a Vreiz e-skoaz d’ar Mabinogion, ha, dreist-holl, e-skoaz d’an tri anezo a lavarer beza bet trôet diwar ar galleg pe heñvelekaet dioutañ : Gerent hag Enid, Peredur a Evraog [3], Owen ha Luned. Eur frealz doare-danevell diluz hag eeun ar Vrezoned, gwevnded ha berrded pinvidik o yez d’al lenner
aet skuiz gant randon hag aridennadou ar var-
- ↑ Ker gwir e tere darn eus an eveziadennou se ouz latin an Hen-amzer ; « frazennadurez tuzum ha stank ennañ an daousteradou fazïus, geriadur paour, furmidigez geriou diaes ha diastenn… e oa al latin eur benveg tuzum, dotu, tenn da verat… nemet ne spleite ket disterveziou ar benveg e-keñver an nerz a zeue d’ezañ eus trec’hadennou ar Romaned », A. Dauzat, La Vie du Langage, pp. 197-8.
- ↑ Bez’ hon eus barzonegou iwerzonek bet miret d’eomp gant dournskridou eus an VIIIvet kantved, hervez Windish, D’Arbois, Cours de littérature celtique, I, 1883, p. 78.
- ↑ Peredur a Evraog (ar gêr anvet York e saozneg) ha neket Peredur ab Evraog evel ma skriver peurliesa, Rev. celt. 1929, pp. 414-8. Mabinogi Peredur eo ar wir danevell-C’hraal kembraek, A. Nutt, Studies on the Legend of the Holy Grail with especial reference to the hypothesis of its Celtic origin, London, 1888 ; J. L. Weston, From Ritual to Romance, Cambridge, 1920, pp. 191, 196 ; Romania, XLIX, 1923 (Caput Johannis = Corpus Christi) ; R. Sherman Loomis, The Head in the Grail, war Rev. celt. 1930, pp. 39-62.