Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 2, 1935.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

noaïz, — ha kourtezi ar Gastilhaned, — Giz-kana Provañsiz, — ha koroll Trevizaniz, — ha ment-korf Aragoniz, — hag ar berlezenn juliana, — Dourn ha dremm ar Saozon, — ha floc’h yaouank Toskana ».

Ker bras e oa sked ha levezon al lennegez provañsek en XIIIvet kantved, ma veze savet er yez-se o gwerziou hag o soniou gant barzed a vaez-bro, ganet e Venezia, e Mantua, e Ferrara, e Jenoa.

A1 lamm-gresk souezus graet gant rouantelez Vro-C’hall, an trec’hadennou gounezet gant he roueed, ar roll a bouez c’hoariet gant marc’hegouriez ar vro-se en aloubidigez Bro-Saoz hag e dialoubidigez ar Spagn [1], kement-se holl, ha traou-all ouspenn, a rôas d’ar galleg al levezon a oa bet bete neuze gant ar provañseg hepken. Dister-meurbet e oa bet deraouennou ar galleg el lennegez, ken dister ha ma oa bet, dindan renadurez Kapetiz, an deraouennou politikel a reas ar vrôad her c’homze, goude tremen kantvedveziou e sujedigez gant germanegerien. Paouraet ha disleberet muioc’h eget yezou romanek ar C’hreisteiz, aet pelloc’h egeto diouz stumm ha neuz al latin bras hen-amzeriat, germanekaetoc’h en he geriadur, divalooc’h da glevout dre unton ha diheson an doare-distaga anezi, hir en he frazennadur, peuzdic’halloud da sevel geriou nevez, n’oa er yez-se diouan ebet e gwirionez ouz he ragaoza da vont da yez veur a sevenadurez ha da c’hoari ar roll a yez etrevrôadel

a voe he hini, e-pad meur a gantved, en Europa

— 35 —
  1. Dialoubidigez (reconquista) ar Spagn, bet aloubet gant Muzulmiz en VIIIvet kantved, ha dialoubet tamm-ha-tamm, eus an IXvet d’ar XVIvet kantved, gant kristenien kevrenn hanternoz ar vro. Bagadou Franked da genta, Gallaoued da c’houde, a rôas harp d’ar Spagnoled e brezeliou an dialoubi.