oa fiziet ennañ, e gre Karolingiz, evezia ouz eur rannvro damheñvel dre he ment ouz eun departamant a vremañ. Eun doare-prefed edo, hag eur c’hant bennak eus ar gonted-se a oa evit Frankia a-bez [1].
Diou yez a oa d’ar sevenadurez c’hladdalc’hel :
1° al latin, al latin bras pe latin lennegel, aet da yez varo etre ar IVvet hag ar VIvet kantved. Dazorc’het e oa bet ar studi anezañ e gre Karolingiz ha deuet e oa da veza yez al lenneien hag ar ouizieien, yez ar c’hansellerez hag an darempredou etre Kornog-Europiz evel m’edo a-benn neuze yez an Iliz.
2° ar yezou romanek, dinaouet eus al latin poblek pe latin izel komzet e Galia e gre an Impalaerded roman. En XIvet-XIVvet kantved, e tegemmed, e-touez yezou romanek ar broiou-krec’h, diou yez veur : a) yez Ok, er C’hreisteiz (Okitania), anvet evel-se diouz ar ger oc (diwar al latin hoc) a dalveze
da lavarout « ya » er yez-se [2]; b) yez Oui (Oïl hervez an doare-skriva koz), en Hanternoz (Bro-C’hall).
- ↑ P. Guilhiermoz, Essai sur les origines de la noblesse en France au Moyen-Age, 1902 ; J. Calmette, La Société féodale, eil mouladur, 1927. Bourrusa levr da lenn a-zivout ar vuhez a rene an noblañs gladdalc’hel eo hini Ch. V. Langlois, La Société française au XIIIe siècle d’après dix romans d’aventures, eil mouladur, 1904. — Frankia a veze graet, en VIIIvet kantved, eus ar vro annezet pe zalc’het gant ar Franked. Da Ffrainc eo aet e kembraeg.
- ↑ Lavaret e veze oc evit « ya » ha no evit « nann », Bertram de Born, e kasad (gwerzennou-kloza) unan eus e werziou-brezel, a lavar evel-hen :
Papiol, d’agradatge,
Ad Oc e No t’en vai viatz
Dic li que trop estan en patz.« Papiol [jangler Bertram de Born], a galon vat. — Davet Ya-ha-Nann [ano Richard Kalon-Leon e gwerziou Bertram de Born] kea buhan — Lavar d’ezañ ez int [an dudjentil] re e peoc’h ».