Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 2, 1935.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

german a veve er IVvet hag er Vvet kantved. N’eus liamm ebet a gerentiez etrezo, na zoken ouz an dud uhel a veve e gre Merowingiz [1]. Andon noblañs gall an XIvet-XIVvet kantved, noblañs ar c’hladdalc’helez, a zo e kargidi hag e soudarded war varc’h ar marevez karolingat (VIIIvet-Xvet kantved). Ar soudard war varc’h, e mare Karolingiz, a veze rôet douar d’ezañ evit paea e servij-brezel ha rei peadra d’ezañ da vaga e varc’h ha da zerc’hel e armou hag e houarngen e ratre-vat. Eus ar soudard-se war varc’h e tiskenn ar pep brasa eus marc’heien (pe varc’hegourien) ar c’hladdalc’helez [2], hag ar c’hont, a zo anezañ, er reiz-perc’henna-se, evel ahel-kreiz an holl urzaz eus an noblañs [3], n’eo nemet

an diskennad eus ar c’hargiad anvet comes e latin, a

  1. Unan eus ar fazïusa menoziou a c’heller da vaga er spered eo kredi e stabildied an tiegeziou en hevelep renkad eus ar Gevredigez a-hed eun hir steudad a gantvedou. Istor ar c’herentiadou, bewech ma c’heller hen heulia e-pad lïes remziad, a ziskouez e vez bepred eur monedone, eur sav-diskenn a diegeziou etre ar renkadou uhel hag ar renkadou izel en eur vrôad-tud. A-zivout kement-se, lenn eveziadennou D’Avenel Découvertes d’histoire sociale (1200-1910), c’houec’hvet miliad, 1910, pp. 29-32.
  2. Eus an XIvet d’ar XIVvet kantved, e teuas eun nebeut izili nevez d’an noblañs dre rei ar varc’hegouriez da vourc’hizien ha da goueriaded en em vrudet en emgannou.
  3. War vordo eo bet an urzaz-se e-pad pell, ha ne zeuas da veza digeflusk nemet en XIIIvet kantved. Setu amañ roll ar c’hladdalc’herien vras, dre vont eus an izela d’an uhela : kont, markiz, dug ha par, Ar c’hladdalc’herien vihan a oa anezo, dre vont eus an uhela d’an izela : beskont, kastellan, aotrou-izel, gwaz-izela. Baron, ger a dalvoudegez ledan (« den en e frankiz » e germaneg), a voe kemeret en XIIIvet kantved da envel ar c’hladdalc’herien-etre n’o doa ket gwir da zougen an ano a veskont. Evesaat ouz ar berz a reas, er c’hladdalc’helez, ar ger a ouenn geltiek vassalus, vassal, diwar vassus, furm latinaet ar ger keltiek vassos « gwaz ». Kemer a reas vassal lec’h ar ger germanek antrustion en VIIIvet kantved.