Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 2, 1935.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

e Galia. Barnet e oa gant-se ar c’heltieg d’ar maro. Mervel a reas didrouz ha divrud, evel ma ra ar beorien, evel m’eo marvet ar polabeg (slaveg an Elv-izela) en XVIIIvet kantved, evel m’emañ bremañ o vervel yezou slavek Hanternoz an Alamagn, ar slovinkeg hag ar c’hachoubeg, evel m’emañ o vervel er vro-mañ end-eeun ar rannyezou gwenedek komzet e Baz-Gwerann, e Gêrveur, e Hoad, e Hedig, e Ruiz, e Kiberen, rannyez dregeriek Goelo, h. a., evel ma varv ha m’eo tonket da vervel kement yez a beurzilezer d’ar bobl dizesk ha dic’halloud, pa na gavont ket, e renkadou uhel ar vrôad, tud a benn hag a galon evit suraat an difenn hag an adsav anezo.

Ar Romaned n’int bet biskoaz e chal da zeski o yez d’ar werin. N’eo ket eur souez, gant-se, e vije bet eus an treuta, eus ar pobleka, eus ar vila seurd, al latin komzet gant ar bobl izel e Galia, dreist-holl en hanterenn anezi tro ouz an Hanternoz hag ouz ar Gwalarn. Renkadou uhel ar vrôad o doa desket, er skoliou savet evito, al latin bras, al latin unvan, al latin lennegel, hogen, diwar an trede kantved, en em gav ar renkadou tud uhel-se gwrall-reuziet gant an holl walennou a gastiz a gouez neuze war an Impalaerded roman : brezeliou ouz an diavaez, stourmadegou-diabarz, argadaclegou-Barbared, emsavadegou koueriaded, drastadegou, dibobladegou, rivinadegou, h. a. Tiegeziou pinvidik, kerentiadou u-hel a ya da get en o fez, pe dre varo o izili aet da anaon hep lezel a vugale war o lerc’h, pe dre ar rivin a laka o diskennidi d’en em goll er werin. Kemeret e veze o lec’h gant tud-all savet eus ar bobl pe deuet

a vaez-bro, Germaned, Slaved, Sarmated, Alaned,

— 26 —