Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 2, 1935.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

hep mar ebet, dre ma oa er re-mañ mamménnou dispar a Nerz hag a Verz. Hogen arabat re boueza war hoalusted ar romanelez evit ar C’halianed, evel ma ra gouizieien dievez-zo eus hon Amzer, a sell ouz an dud hag ouz an darvoudou eus a wall-bell hag en em laosk da veza dallet gant sked Oberenn-veur Rom. Ouz Romaned veo o deus bet d’ober uhelidi Galia, da lavarout eo ouz Romaned a bep seurd, reou vat, reou fall ha reou-etre, ar rummad reou-etre kalz stankoc’h moarvat eget an daou rummad-all, m’o gwelent sklaeroc’h neuze eget ma reomp-ni bremañ.

Meur a dra a denn da lakaat anat n’eo ket bet peurzallet uhelidi Galia gant ar romanelez. En IIIvet kantved goude H. S., p’edo Septimus Severus o ren, e voe gwelet zoken evel eun dazorc’hidigez eus ar geltiegez e Galia. Al leuga pe leo ar Gelted a gemer lec’h ar milia passuum (miltir ar Romaned) war ar mein-bonn a-hed an hentou bras. Distroadet eo al latin gant ar c’heltieg er prosezou hag el lezvarniou. Doueou ar vro a adkemer eun dra bennak eus o stumm keltiek a wechall. Bez ’ ez eus tud, gwazed ha merc’hed, hag a gemer warno beza drouized ha drouizezed [1]. Anoiou keltiek ar poblou galian a zeu war varr betek kemer lec’h an ano,

a-wechou latin pe latinaet douget gant o c’hêriou-penn [2]. H. a. Kement-se holl o tiskouez ne voe ket mou-

— 19 —
  1. H. d’Arbois de Jubainville, Introduction à l’étude de la littérature celtique, 1883, pp. 109-10 ; La Civilisation des Celtes et celle de l’Epopée homérique, 1899, pp. 93-5 ; Principaux auteurs de l’Antiquité à consulter sur l’histoire des Celtes depuis les temps les plus anciens jusqu’au règne de Théodore Ier, 1902, p. 309 ; Les Druides, 1906, pp. 78-9.
  2. Dont a ra Legedia da veza Abrinkatis (aet da Avranches e galleg), Noviodunon da veza Diablintis (Jublains) ; Suindinon, da veza Kenomanis (Celmans, Cemans, ha bremañ Le Mans e galleg) ; Juliomagos da veza Andegaois (Angers ; Anjou a zeu eus Andegavon) ; Kaesarodunon da veza Turonis (Tours ; Touraine a zeu eus Turonia, e latin ar veleien a veve e gre ar Franked ; an ano koz e boaz er marevez kelt-ha-roman a oa Turonikon ; en hevelep doare, e lavared neuze Kenomanikon ; ar galleg Maine a zeu eus Kenomania e latin an dud a Iliz). Dont a ra Lemonon da veza Piktavis (Poitiers ; Poitou a zeu eus Piktavon), H. a. A. Dauzat, Les Noms de lieux, 1926, p. 126.