tieg pell a-walc’h e boaz gant uhelidi ar vro. Kenderc’hel a reas zoken d’en em leda ha d’en em startaat war an tachennou damc’hounezet gantañ er Mervent (Aquitania ha Novempopulana), e-touez iberegerien ha liguregerien ar broiou-se, betek derou ar c’henta kantved goude H. S. da vihana [1]. Bez ’ hon eus, e keltieg, enskrivaduriou-meur, enskrivaduriou evel pa lavarfen a-berz Stad, da lavarout eo a-berz pennou-tud, renerien, uhelidi, breuriezou-beleien, kevredadou-micherourien, bet engravet er Ia hag en IIvet kantved goude H. S.: deiziadur (kalander) arem Coligny, aoter bageerien Lutetia, h. a. Kement-se a denn da anataat edo c’hoaz, er mareadou-se, ar c’heltieg e bri gant ar C’halianed. Ha ret eo e vije pa welomp en eil kantved end-eeun, eskob Lugudunon (Lion bremañ) [2], sant Irenaios, o studia anezañ [3].
Gwirheñvel eo e talc’has uhelidi Galia da intent ar c’heltieg ha da veza barrek, diouz red, d’hen komz
ouz tud ar werin keit ha dibenn an IIIvet kantved