Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 2, 1935.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

c’ha, diouz o zu, o deus muioc’h da c’hounit dre hoalat daveto pennou ar bobl drec’het eget dre o c’has da get, rak drezo, dre o hanterouriez, e c’hellont mestronia ha mera gvelloc’h a se ar peb-all eus poblañs ar vro sujet ganto. Hounnez e voe ar reolenn a heulias peurliesa ar Romaned e-keñver ar poblou o doa faezet, e-keñver Kelted an Douar-bras, dreist-holl e-keñver ar C’halianed kabestret dre an argadadennou brezel a reas Julius Kezar en o bro, eus 58 da 51 kent H. S., hag, eur c’hantved diwezatoc’h, e-keñver ar Vrezoned, bazyeoet etre 43 ha 83 goude H. S.

Re boueza a raer peurliesa war an didenn eus an emromanekaat gant ar C’halianed, ha war an tenn eus an emromanekaat gant ar Vrezoned. Barn hervez al lealded rika ha diwar studia piz pep tra a dleer ober, ha neket diwar skañv, o heulia froudennou ar spered ha karanteziou pe zigaranteziou ar galon. Ret eo, e pep brôad, ober an digemm etre ar remziadou (rak eus an eil remziad d’egile e tro a-wechou en holl-d’an-holl an temz-spered en eur vrôad), hag, ouspenn-se, e pep remziad e tleer digemma etre an dud oc’h ober anezañ.

Berroc’h eo bet ar marevez kelt-ha-roman en enez-Vreiz eget e Galia, ha meur a dra, ma vije padet en enez-Vreiz kelt ha ma ’z eo padet e Galia, a ro da gredi e vije bet romanekaet ivez ar vro-se, da vihana ar c’hevrennou anezi en em astenn diouz an tu kreisteiz

da voger Hadrian [1]. E Galia, e vanas ar c’hel-

— 16 —
  1. J. Loth, Les mots latins dans les langues brittoniques, 1902 (a bouez bras) ; F. Haverfield, The romanization of Roman Britain, 1905 (diwar Proceedings of the British Academy, II ; mouladur distag) ; J. Rhys, Celtic Britain, pevare mouladur, 1907 ; Sagot, La Bretagne romaine, 1911 ; L. Le Roux, L’Armée romaine de Bretagne, 1911 ; J. O. Bevan, The Towns of Roman Britain, London, 1917 ; Th. Codrington, Roman Roads in Britain, trede mouladur, 1918 ; Donald Atkinson, The Governors of Britain from Claudius to Diocletian, war Journal of Roman Studies, 1922, pp. 60-73 ; R. E. M. Wheeler, Segontium and the Roman Occupation of Wales, 1923 ; R. G. Collingwood, Roman Britain, Oxford, 1923 ; F. Haverfield, The Roman Occupation of Britain, 1924. Eun diverradur mat gant V. Chapot, Le Monde romain, 1927, pp. 388-411.