Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 2, 1935.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

pounner eus an diframmadeg vras a heulias brezel 1914-1918 [1].


XXI. AR YEZ HAG AR RENKADOU-TUD
ER BROIOU-KREC’H, EUS AR Ia KANTVED
KENT H. S.
D’AR XVIIvet KANTVED GOUDE


En naontekvet pennad eus al levr-mañ diwar-benn poblou bihan Kreiz-Europa ha ledenez ar Balkaniou, ez eus bet graet meneg meur a wech eus noblañsou divrôadelezet, dislavekaet, alamanekaet, magiarekaet pe durkekaet, hervez al lec’h hag an amzer. Eun darvoud, hennez, eus ar paota, p’her c’haver en holl vareveziou an Istor hag en holl ouennou an Denelez. An noblañs, an uhelidi, ar pennou-pobl, p’emañ trec’het o brôad, o deus da zibab etre daou hent : pe stourm betek ar par pella, en em aheurti en eneberez, e riskl bras da veza peurziberc’hennet eus o madou hag eus o beli, ha da vont da get, pe blega d’an drec’hourien, degemer o lezenn, o yez, en em heñvelekaat outo e pep giz, d’en em douezia ganto ar buana ma vo gallet evit mirout o feadra, hag ober o gounid eus berz-mat ar bobl drec’ha. A-vec’h ma ’z eus ezomm da lavarout ez eo an eil hent a vez dibabet

peurliesa ha gant an darn-vuia. Renerien ar bobl dre-

— 15 —
  1. Diwar-benn reiz ar Gevredelez, ez eus eveziadennou eus ar fura e levr P. Leroy-Beaulieu, Les Nouvelles Sociétés anglo-saxonnes : Australie et Nouvelle-Zélande, Afrique du Sud, pp. 222-31 (eus an trede mouladur, 1907) : keñveriadur ha-mat-ha-fall an urziaduriou kevredel en o c’hreñv er Stadou-Unanet, er C’hanada hag en Aostralia. Lenn ouspenn J. Bryce, La République américaine, 5 levrenn, 1912-1913.