Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/99

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

gwella labouriou, bet savet en hon Amzer, a-zivout an Dhraked-se, a zo bet skrivet e bulgareg, da heul ar furchadennou graet gant Bulgariz e hen-veredou hag e hen-annezlec’hiou ar vro. Trôet eo bet en alamaneg an hini kloka anezo, Beitraege zur Kulturgeschichte der Thraker, gant Gawril I. Kazarow, Serajevo, 1916, ha rôet d’ezañ ar veuleudi dleet gant S. Reinac’h, war ar Rev. archéol. 1921, II, p. 439.

Kouezet ken izel hag ar Vulgared n’edo ket an darn-vuia eus ar Slaved-all pa darzas an XIXvet kantved. Eur c’halz eus o skrivagnerien hag eus o faotred-araok a zo bet anezo, koulskoude, e-pad ar c’hantved-se, tud savet a-douez ar bobl hag en em c’hraet anezo o-unan. Mab d’eul labourer-douar-tavarnour e oa ar slavegour Vacslav Hanka, a zeuas e ano da veza brudet hag enoret dre Slavia a-bez, eus mor Adria da venez Oural. Mab d’eur soudard a renk izel e oa Joseb Dobrovsky, saver al lizeregouriez slavek. Mab d’eur c’hemener-mestr-skol e oa an istorour Fransez Palacky. Mab d’eur c’here e oa an istorour Vacslav Tomek. Mab d’eur pastor hugunot diwar ar maez e oa

— 97 —