garek, a veve kent brezel 1878, en harlu, e Braïla (Roumania), en deus bremañ kalz a gevelerien o pledi war a bep seurd skiantou pe imbourc’hiou a ouiziegez.
Hoalet eo bet dreist-holl ar ouizieien vulgarek, ar re anezo o deus graet eus an Istor o zachenn-studi, gant Amzer-dremenet o bro, ha gant ar poblou o deus bevet enni araozo. A-viliadou emañ streouet dre gompezennou Bulgaria ar c’hrugellou-bez diwar dourn ar poblou thrakiat a chome enno e derou an istorvez. Gresianed ar c’henta milved kent H. S. o deus kounaet en o levriou klod ha galloud-brezel ar brôadou-se, bet unan eus brasa kenstrolladou-poblou Europa, p’en em astennent eus an Alpou bastarnek (Alpou Transilvania bremañ) hag eus Mervent Rusia da Azia-Vihana, hag eus Illiria d’ar mor Du [1]. Ar
- ↑ Degas a ran da goun d’al lenner penaos, hervez Henamzeriz o-unan e oa bet Thrakia eur greizenn a sevenadurez, pa lakaent da zont ac’hano al labour-douar, ar gwiniennerez, ar marc’hegerez hag ar falc’hunerez. Barzed, kanerien ha telennerien hollvrudet a zo bet e-touez an Dhraked. An orpheuziadegez a vije bet hec’h andon e kredennou Thrakiz. Gouizieien hon Amzer, diouz o zu, o deus dizolôet nes-heñvelderiou souezus awalc’h etre kredennou ha giziou an Dhraked ha kredennou ha giziou poblou o veva pell-pell diouto, e Kornog Europa hag en Indez. Keñveriet eo bet ganto an doue thrakiat Zagreus, a beb-eil naer gornek ha taro, ouz an Naer Benn-Maout hag an Tarvos trigaranos kehelet gant ar Gelted koz (S. Reinac’h, war Rev. archéol. 1899, II, pp. 210-7). Ar veleien wenn-wisket eus ar C’heted, pobl dhrakiat, anvet pii gant Jordanes (a heulie amañ levr kollet Dion, De rebus Geticis) a zo bet lakaet a-geñver gant an Drouized (A. Bertrand, 1897). An dizemezted, a vire an dud santel a Dhrakia a anved ktisted, an tremen hep debri netra a gement en dije bet buhez a gaved gant poblou-zo eus an hevelep bro a raed anezo, en abeg da se, theosebed ha kapnobated, a zo bet lakaet e-skoaz gant giziou-zo eus Indeziz. Rod ar Vuhez, Kelc’h ar C’hanedigez, an treuz-annezerez-ene a zo bet anezo e Thrakia evel en India. Gwir greizenn-skigna an hevoudeg (svastika) dre ar bed a hañval beza bet e Thrakia. Er Grenn-amzer, e teuas d’an Dhraked, aet da get neuze o yez hag o brôadelez, beza brudet en eun doare-all. Da heul Jordanes ha diwar an heñvelder gwalldouellus a zo etre ano ar C’heted (Getai), pobl dhrakiat, hag ano ar C’hoted (Goti), pobl c’hermanek, e voe kredet e oa ar C’heted hendadou ar C’hoted. Er c’hiz-se ar C’hermaned, nevez-degouezet war dachenn an Istor Meur, a gave d’o gouenn eur penn lignez illur en eur bobl vrudet eus an Hen-amzer. Ac’hano ar gwerzennou-mañ a lenner e barzoneg hen-saoznek Beowulf :
We synt gum-cynnes
Geata leode.« Ni a zo, evit ar ouenn, diwar bobl ar C’heted » (Gw. 817-8).