led marc’hadourien binvidik o legadi arc’hantou bras ma tlee al leve diwarno beza lakaet da sevel skoliou ha kelenndiou bulgarek, da c’hopra kelennerien, da groui kannadereziou evit ar studiou hag an imbourc’hiou a ouiziegez e bulgareg, h. a. [1].
Divouchet e oa bet o daoulagad da Vulgariz gant ar vistri-skol. Ar re-mañ eo o deus dihunet spered brôadel Bulgaria e-kerz an XIXvet kantved, e-pad m’edo Bulgariz sujet d’an Durked, ha leviet e-keñver kredenn gant Iliz c’hresian Konstantinopl. Ha d’ezo beza bet peurliesa tud peuz-dizesk eus ar bobl, koueriaded ha micherourien izel, ranket d’ezo ouspenn trec’hi war leziregez ha drougiez an Durked ha war enebiez ar C’hresianed, o deus tizet kas da benn an ober bras-se, silvidigez o yez hag o brôadelez, e-keit end-eeun m’edo amañ mistri-skol Vreiz, ganet eus gouennou ar Vro, o c’hoari war an tu-gin hag oc’h ober o seiz gwella evit mouga yez Vreiz, pe, da vihana, evit he dismegañsi e spered ar vrezonegerien [2].
Labor improbus omnia vincit. Hizio, en em gav kemmet en holl-d’an-holl an traou e Bulgaria. Adc’hraet eo bet eur penn speredek d’ar vro. Adstummet eo bet renkadou tud desket, kenyez d’ar bobl, ha niverus a-walc’h evit darbar danvez da holl ezommou uhela ar vrôad. Ar c’hosa eus an holl gevredadou bulgaregerien desket, ar c’hevredad a lennegez vul-
- ↑ L. Léger, op. cit., pp. 232-3.
- ↑ Bez’ e kavo al lenner hoalet gant ar sujed-se, buhez unan eus dihunerien Vulgaria danevellet e Russes et Slaves gant L. Léger, II, 1896, pp. 93-189. Gant Zakarias Stoianov e kejer ouz skouer eur c’houer en em zesket drezañ e-unan, en em uhelaet dre e strivou-heñ, hag aet da zen a Stad, pa zeuas da veza pennlevier ar Sobranie, Bodadeg vrôadel Vulgaria.