let o deus, e-pad ar c’hantvedou m’edont sujet, eun darn vras-pe-vrasoc’h eus o renkadou tud uhel, aet da Alamaned pe da Durked dre zamant d’o mad o-unan.
Ar re zibourvezeta anezo er c’heñver-se, pa sonas euriou kenta an XIXvet kantved, e oa ar Vulgared, pa n’o deveze ket alïes zoken beleien eus o gouenn, hogen beleien c’hresian. An diouer-se a dud desket e-touez ar Vulgared, a voe kiriek da draou iskis p’en em gavas dieubet Bulgaria diouz yeo an Durked e 1878. Ret e voe gervel Rusianed, Alamaned, ha Gallaoued da ofiserien en armead ar Stad nevez hag en armead an Adstad vulgarek a anved Emrenerez Roumelia. Hag, evel n’oa den, war ar mare, gouest da denna, eus ar yez koueriadekaet m’edo ar bulgareg, ur yez soudardel, e voe ret degemer ar rusianeg da yez ar c’hazarn ha tachenn ar pleustradegou. Heñvel e tegouezas e merereziou-bro ar Stad nevez : ar c’hargou, ha, dreist-holl, ar c’hargou uhel, a voe fiziet e Rusianed pe e Slaved eus Bohemia. An darn-vuia eus ar Vulgared bet laket da genta er c’hargou-se n’o doa ket gallet chom enno, dre n’o devoa ket a levezon war o c’henvroïz ha dre m’edont dic’houzvez a-grenn eus skiant ar renadurez [1].
E-pad meur a vloaz goude an dieubidigez, e voe ret d’ar Vulgared a venne mont da gelennerien, da ijinerien, da vedisined, da wiraourien, h. a., divrôa evit ober o studiou. A-benn neuze, koulskoude, edo
anavezet talvoudegez an deskadurez er vro, hag e we-
- ↑ L. Léger, La Save, le Danube et le Balkan, voyage chez les Slovènes, les Croates, les Serbes et les Bulgares, 1884, pp. 214-7. Diwar-benn Bulgaria bremañ, Lamouche, La Bulgarie, 1923.