Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/95

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

int gant Breuriez alamanek ar Skoliou e Wien, gant ar C’hevredad Gustav-Adolf, ha gant Unvaniez Alamaned kristen Galisia [1].


XIX. DAZORC’HIDIGEZ BOHEMIA
SLOVAKIA, SLOVENIA, KROATIA, SERBIA
BULGARIA


Dre verr e rankan mont amañ da zazorc’hidigez ar rôadou Slaved-se, rak dellezout a rafe pep hini anezo e vefe skrivet eul levr a-bez diwar he fenn. Bez’ ez eus etrezo-holl, e-keñver an Istor, an heñveldermañ : goude beza bet, en eur mare pe vare eus ar Grenn-amzer uhela, poblou galloudek ha doujet [2], ez int bet trec’het ha sujet gant an estren (brôadou-Slaved an hanternoz gant an Alamaned, brôadou-Slaved ledenez ar Balkaniou gant an Durked), ha kol-

— 93 —
  1. Auerbac’h, pp. 252-7.
  2. Slaved an Hanternoz a savas en IXvet kantved, goude diskaridigez rouantelez an Avared, eur Stad vras anvet Moravia-Veur, a oa enni Moravia, Bohemia, Silezia ha Slovakia. Diskaret e voe e 906 gant ar Vagiared galvet war eun dro gant an Alamaned ouz ar Slaved ha gant impalaer gresian Konstantinopl ouz ar Vulgared. E 1278, e voe flastret Slaved Bohemia gant an Alamaned hag an Hungared unanet. — Ar Serbed a zo bet e barr o galloud gant Stevan Douchan (1331-1335), « tsar hollc’halloudek ar Serbed hag ar C’hresianed, ar Vulgared hag an Albanizien, impalaer ar Romaned » evel ma vez graet anezañ en dournskridou a-berz Stad eus e rouantelez. Abretoc’h eo bet tizet barr o galloud gant ar Vulgared, dindan Simeon, « tsar ar Vulgared hag impalaer ar Romaned » Hoalet gant Konstantinopl (Tsarigrad en o yez) ha Salonik (Soloun), o deus ar Vulgared stourmet start e-pad kantvedou ouz impalaered c’hresian Buzantion evit lakaat o dourn war an diou gêr-se ha war an arvor etrezo. Bazyeoet ez int bet gant an Durked e 1393.