Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/94

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

namant Wienn, eget er c’hevrennou bazyeoet gant Rusia hag an Alamagn [1].

Pa zegouezas da Bolonia, e 1918, pred benniget an dieubidigez, e oa manet ganti an holl rummadou-tud a zo ret d’eur vrôad, pe vras pe vihan, a vremañ, evit derc’hel eul lec’h dereat e renk ar Stadou sevenet.

Bez’ ez eus, abaoe an XIIIvet kantved peurgetket, alamanegerien o veva a-enezennadou e-touez Poloniz, bet peurliesa o andon en Alamaned deuet diwar galv roueed pe noblañs ar vro. Bez’ ez eus anezo gounideien-douar, tavarnourien, marc’hadourien war ar maez, micherourien, kenwerzerien ha mistri-labouradeg er c’hêriou. Paotoc’h kalz ez int bet gwechall eget m’emaint bremañ. En em bolonekaat a reont aes a-walc’h [2], betek mont da bolonekaat o ano, pe dre e drei e poloneg, pe dre gemer eun ano polonek, pe dre skriva o ano alamanek diouz an doare-skriva polonek (evel-se, Schmit a va ganto da Szmyt). Ar re dueta anezo war ar polonekaat eo ar gatoliked, dre n’eus etrezo ha Poloniz disheñvelidigez ebet a gredenn. Dimezi a reont alïes ouz Poloniadezed, ha polonegerien rik a vez eus o bugale. An hugunoded, dreist-holl lutheriz ar C’hevredad avielek, a zalc’h kalz startoc’h d’o yez ha d’o brôadelez, harpet ma ’z

— 92 —
  1. A-zivout stad Poloniz sujet da Aostria, lenn B. Auerbac’h, op. cit., pp. 217-60.
  2. Dre heg ez eer outo pa na blegont ket dre gaer, rak, evel Hungariz n’o deus alies Poloniz nemet kasoni ha dispriz ouz an Alamaned. Auerbac’h, o heulia Pokorny, Das Deutschtum in Galizien, 1913, a ra meneg eus eun Alaman katolik a oa bet kondaonet da veur a zervez bac’h, diwar flatradenn ar person end-eeun eus e barrez, dre m’en doa mennet kana en iliz eun himn en alamaneg, e-lec’h eun himn polonek, Auerbac’h, op. cit. p. 257, n. 3.