wicz. Savet en deus hemañ eul levr eus an talvoudusa diwar-benn ragistor ha kentistor Bro-Bologn [1].
Dizanaoudek e vefe ar c’heltiegour ma ’z oun, ma tremenfe hep menegi amañ, e-touez hen-amzerourien Bolonia (ha d’ezañ beza bet re liesyezer), ano Bienkowski, en deus savet ar gwella hag ar c’hloka levriou a gaver diwar-benn ar skeudennou-Kelted (delouennou, izel-vosou, h. a.) deuet d’eomp diwar dourn Hen-amzeriz : De simulacris Barbarorum apud Romanos, Krakovia, 1900 ; Die Darstellungen der Gallier in der Hellenistischen Kunst, Wien, 1908 ; Les Celtes dans les arts mineurs gréco-romains, avec des recherches iconographiques sur quelques autres peuples barbares, Krakovia, 1924 [2].
E-pad ar sujedigez, edo e Krakovia hag e Leopol (Lwow e poloneg) kreizennou lennegel ha gouiziegezel Polonia, er gevrenn anezi sujet da Aostria, dre ma oa muioc’h a frankiz er gevrenn-se, e dalc’h gouar-
- ↑ Archeologja Polski, zarys czasow przedhistorycznych ziem Polski (Hendraouriez Polonia, eun damskeud eus an oadveziou ragistorek e Bro-Bologn), Varsovia, 1928 (renta-kont dre ar munud war L’Anthropol. 1930, pp. 131-5).
- ↑ Boulc’het e oa bet imbourc’hiou diwar-benn an hen-skeudennou Kelted gant Salaun Reinac’h, war ar Rev. archéol. 1888 ha 1889 : Les Gaulois dans l’Art antique et le sarcophage de la vigne Ammendola. Da studia ouspenn en hevelep kelaouenn : Statuette de femme gauloise au musée britannique, 1888, I, pp. 1922 ; Le Gaulois de Délos, 1909, II pp. 465-6 ; Les frises de l’arc d’Orange, 1912, I, pp. 337-42 ; Le Barbare de Pola, 1913, 1, pp. 107-9 ; Une image de Gaulois, 1913, I, pp. 227-31 ; Jeune fille galate du Fayoum, 1915, II, p. 35. Skeudennou-all war Monuments Piot, passim, ha war Recueil général des bas-reliefs, statues et bustes de la Gaule romaine gant E. Esperandieu. N’heller ket tremen hep levriou Schumacher : Verzeichnis der Abgüsse und Wichtigeren Photographien mit Gallier-Darstellungen, Mainz, 1911, ...von Germanen Darstellungen, 1910.