Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/92

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Pleustret eo bet an holl skiantou gant polonegerien ouiziek bodet kenetrezo dre gevredadou-studia a-seurd gant Kevredad poloniat an naturourien « Kopernik » hag Akademia polonek ar Skiantou hag al Liziri.

Dedennet eo bet en eun doare dreist imbourc’herez Poloniz gant Azia hag he foblou, dreist-holl gant ar poblou turkek-ha-mongolek m’he deus bet Polonia kement da c’houzañv eus o ferz. Hogen, gant ar skiantou o tiskouez beza estrenia d’o bro ha d’hec’h istor, an amerikanouriez da skouer [1], ez int bet hoalet ivez. E-touez ar ouizieien boloniat ma ra al labouriou anezo enor d’o yez ha d’o bro, ez anvin, dre ma tenn o imbourc’hadennou d’ar skiantou a bleustran-me va-unan, an denoniourien J. Kopernioki, J. Majer, Adam Zakrzewski, W. Olechnowicz, J. Talko-Hryncewicz, J. Czekanowski, St. Klimek, Kazimir Stolyhwo [2], hag an hendraour Wladimir Antonie-

— 90 —
  1. Kalz a Boloniz a zo aet da veva er Stadou-Unanet. E Brazil, ez eus anezo kêriadennadou a-bez. Diwar-benn ar re-mañ, lenn Per Denis, Le Brésil au XXe siècle, pevare mouladur, 1911. pp. 214-7. 219-31.
  2. J. Talko-Hryncewicz, Szlachta ukrainska, studjum antropologiezne (Noblañs Ukrenia, studiadenn a zenoniez), 1897 ; St. Klimek, Przyczynek do Kranjologji Indjan Amerykanskich (Degasadennou da Glopennouriez Amerindiz), war Kosmos, kelaouenn embannet gant Kevredad poloniat an naturounen « Kopernik », levrenn 53, Lwow, 1928 ; Dalsze Studja nad Kranjologja Azji (Studiadennou nevez diwar-benn Klopennouriez Azia), id. ; J. Czekanowski, Zarys antropologji polski (Eun damskeud eus an denoniez poloniat), Lwow, 1930 (eil levrenn eus an dastumad Lwowska Bibljoteka slawistyczna). Bez’ ez eus rentaou-kont diwar grenna eus al labouriou-se war L’Anthropologie, 1931. A-zivout ar studiou diwar-benn an denoniez e Polonia, lenn pennad Zaborowski, war Anthr. 1921, pp. 361-5.