Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
m’o deus graet amañ, e Breiz. Polonia, ha hi sujet, ha hi rannet, ha hi gwasket e pep giz, he deus dalc’het da bleustri en he yez an tachennou uhela a vez ergerzet gant spered ha meiz mab-den. Dalc’het he deus da gaout barzed awenet, romantourien ampart, gouizieien kelaouet-spis hag uhelgredenneien a-steiou [1]. Brasa barz Polonia, anezañ ivez, marteze, brasa barz Europa en XIXvet kantved , Adam Mickiewicz, en deus bevet er mare end-eeun m’edo Polonia sujet ha rannet [2]. Er mare-se ivez, hogen diwezatoc’h eget Miskiewicz, e savas unan eus brudeta romantourien Polonia, Herri Sienkiewicz, e oberennou [3].
— 89 —
- ↑ Dre uhelgredenneien e vennan lavarout skrivagnerien gatolik a-seurd m’eo bet e galleg Bossitet, Fénélon, Montalembert, h.a., tud enno a-gevret uhelder ar menoziou, dounder ar meiz, braster an deskadurez, peurreizder ar yez hag ampartiz ar skrivagner. Polonia he deus bet uhelgredenneien par d’ar re-se. Breiz n’he deus ket bet, ha beza en he lennegez betek-hen oberennou a zeoliez oc’h ober an naontek ha pevar-ugent dre gant eus al levriou moulet en he yez. D’ar rummou nevez a gloer vrezonegerien da drei penn d’ar vaz war ar poent-se ! Ne vern pe zen n’oufe mont da goveza ouz eur Bossuet pe ouz eur Montalembert evit an ampartiz-skriva hag an ijin-spered. Kalz a dud avat a c’hellfe dre ar studi en em wellaat, reiza ha pinvidikaat o yez, ha, dre lakaat aked, sevel oberou a bouez da veza lennet gant plijadur gant an dud desket.
- ↑ Pennadou dudius diwar-benn Adam Mickiewicz a gaver e Russes et Slaves gant L. Léger, II, 1896 ; III, 1899.
- ↑ Penna oberenn Sienkiewicz eo an tri romant bras m’en deus lakaet da adveva enno stourmadou Poloniz ouz Kozaked Ukrenia, Suediz, ar vongoled hag an Durked. Embannet e poloneg e 1884, 1886, 1888, ez int bet trôet e galleg gant kenvroïdi d’ar romantour (Wodzinski ha Kozakiewicz) dindan an anoiou-mañ : Par le fer et par le Feu, 1901 ; Le Déluge, 1902 ; Messire Woloaowski, 1902. Savet en deus Sienkiewicz eur romant-all diwar-benn ar stourmadou etre Poloniz ha marc’heien an Urz teutonek. Trôet eo bet ivez e galleg gant Moris R. Skalski : Les Chevaliers de la Croix, 1901.