Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/90

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

al levezon, a zo trôet holl gwitibunan war ar galleg abaoe meur a gantved [1]. Bez ’ ez eus anezo, evit gwir, Gallaoued, estrenien en o bro, ha neket Brezoned. Yez ar Vro, brezoneg unvan ar Grenn-amzer, bet dilezet ganto, a zo aet war baouraat, war drefoedi ha war en em ranna en eilyezou disheñveloc’h-disheñvela bemdeiz an eil diouz eben.

E Polonia, ne zegouezas netra heñvel. Biskoaz n’eo bet dilezet ar poloneg gant renkadou uhel ha desket ar vrôad. Mar deus bet taoliou-trubarderez, taoliou-reneadegez e-touez Poloniz, mar deo en em gavet en o metou tud evit mont da Rusianed, da Alamaned ha da Aostrianed, a-berz hiniennou nemetken e voe ar pukadennou-se : renkadou eus ar Gevredigez en o fez n’o deus ket en em estrenaet diouz o brôadelez evel

  1. Re e lavaran pa lavaran « holl gwitibunan ». E-touez ar gloer uhel, anoiou an eskibien Graveran ha David (eur Gall e oa hemañ), ano ar chaloni Aleksandr, a vano enoret ha karet da virviken gant ar vrezonegerien. E-touez an noblañs, en XIXvet kantved, en deus Kermarker kounaet (en e gentskrid da Varvailhou Gwrac’h-koz G. Milin) ano eun tiegez a-bez n’oa nemet brezonegerien ennañ : tiegez an ao. de Goesbriand. Anavezet-mat gant an holl vrezonegerien eo anoiou an ao. T. de Pompéry hag an itron a Vaezmeur a skrivas, en hevelep kantved, levriou brezonek a-zivout al labour-douar hag istor Breiz, hag, er c’hantved-mañ, anoiou an ao. de Carné ha Zavier de Langlais, barzed ha saverien peziou-c’hoari. E-touez ar vourc’hizien, ano F. Vallée a vano brudet da virviken. Hogen, n’eo ket digeneil hemañ e-touez e genderezidi. En 1903, em eus klevet e Lanuon bourc’hizien diouz an dibab a gomze etrezo, hep mez ebet, ar brezoneg, hag hizio c’hoaz, n’eo ket gwall-zibaot kavout, e-mesk ar re a ra war vicheritou uhel e Breiz (breutaourien, medisined, h. a.) tud a oar hag a gar ar brezoneg. Re nebeut a zo anezo, avat, re abaf ha re davedek ez int, re lezirek da skriva, ha, dreist-holl (brasa si a zo ganto !) ne legadont ket peurliesa d’o bugale an anaoudegez o deus eus ar yez hag ar garantez a zougont d’ezi.