barz. Gwall-ger o deus paeet an dihued-se. Mar deo bet flastret kel lïes gwech, en eur ober eun nebeut kantvedou hepken, douar Polonia, gant tud a vaez-bro, Alamaned, Suediz, Prusianed [1], Lituaniz, Rusianed, Kozaked Ukrenia, Turked, Mongoled, ma tegouezas diwezatoc’h d’ar vro beza rannet etre Rusia, Aostria hag Alamania, e kiriegez Poloniz hag o dizunvaniezou eo e tleer lakaat an holl reuziou bras-se.
Daoust d’ar rannidigez anezi, hag eviti da veza bet rasket hec’h ano a-ziwar kartenn ar Stadou, e padas Polonia da veva diouz buhez ar spered dre ne deas biskoaz da get enni gouenn ar frammataerien hag ar sternataerien boblañs, gouenn ar vrôadelerien desket, emskiantek ha gredus, a gendalc’has da gomz ha da skriva e poloneg. Meur a wech, war Groas ar Vretoned gwechall, o deus kenskrivagnerien d’ar gelaouenn-se keñveriet stad Vreiz ouz stad ar Bologn. Hogen, evel ma skrivis neuze d’am mignon F. Vallée, nemet o sujedigez d’an estren, n’oa heñvelidigez-all ebet etrezo. Breiz a zo bet dibennet gant ar galleg. Ar gloer uhel, an noblañs hag ar vourc’hizien anezi, a dleje beza gwella difennerien ha stuzierien ar yez, dre ma vez ganto an arc’hant, an deskadurez hag
- ↑ Ar Brusianed meneget amañ n’int ket Prusianed c’hermaneget hon Amzer, hogen Prusianed ar Grenn-amzer Uhela, nes-kerent da Lituaniz dre ar yez a gomzent. Diweza broad-paganed bet en Europa e voe ar Brusianed-se. Ar Babed a fizias e marc’heien an Urz teutonek o zrei war ar gristeniez. Hag ar varc’heien neuze ha laza an hanter anezo, ober sklaved eus an hanter-all, ha gervel kenvroïz eus an Alamagn evit lakaat dindan gounid ar vro damziboblet ganto. Hennez eo bet derou rouantelez Prusia. Delezek eus eur welloc’h planedenn e oa marteze ar Brusianed a ouenn goz, mar deo gwir ar pez en deus lavaret diwar o fenn Adam a Vremen : Homines humanissimi… Multa possent dici ex illis populis laudabilia in moribus.