genta kevrenn anezañ da « Hen-istor magiarek Hungariz hag o c’hosa sevenadur, kent o enbroïdigez en Hungaria » (A magyarsag ostortenete muveltsege a honfoglalasig), Buda-Pest, 1923. Gant ar c’hont E. Zichy eo bet savet ar gevrenn-se eus al levr [1].
Ha d’ezo beza Slaved dre o yez, e tellez Poloniz beza meneget a-gevret pe raktal goude Hungariz en abeg d’an heñvelderiou a zo e roll istorek hag e temz-spered lorc’hus ha brezelgar an diou bobl-se. Evel Hungariz, Poloniz a zo bet kaloneka ha starta difennerien Europa ouz argadadegou drastus an Aziaded : Turked ha Mongoled [2]. Heñvel ouz Hungariz, e savont dreist d’ar poblou europat-all dre an emskiant doun ha birvidik o deus eus o brôadelez, ha dre al lorc’h, bras-direiz e gwirionez, a vag enno an emskiant vrôadel-se end-eeun ha kounennou klodveurek o istor.
Polska nierzadem stoi « Polonia en em zalc’h dre an dibenniez ». Evel m’her gweler dre ar c’hrennlavar lorc’hus-mañ, e kare Poloniz ar giziou end-eeun a vage an dizunvaniez hag an dizurz en o zouez. Eun dihued d’o spered brezelgar e oa o stourmadegou-dia-
- ↑ Berraet ha trôet eo bet e galleg ar gevrenn-se, ha moulet war ar Revue des Etudes hongroises et finno-ougriennes, I, 1923. pp. 5-14. dindan an ano-mañ : L’origine du Peuple hongrois.
- ↑ Monumenta Poloniae historica, embannet gant A. Bielowski ha W. Kentrzynski, Leopol ha Krakovia, 1864-1893 ; W. R. Morfill, Poland, London, 1900 ; H. Grappin,Histoire de la Pologne, des origines à 1922, 1923.