Bez’ ez eus e magiareg kelc’hgelaouennou a lizeregouriez hag a yezoniez : Nyelvtudomanyi Közlemenyek (savet e 1862), Magyar Nyelvör (savet e 1872) ; kelc’hgelaouennou a hendraouriez : Archaeologiai Ertesitö ; Numizmatikai Közlony, h. a., a naturouriez, h. a., ma c’hall ar ouizieien vagiarek embanna enno frouez o imbourc’hiou hag o studiou. N’eo ket dibaot kavout, war ar c’helc’hgelaouennou gouestlet da hendraezou ar vro, pennadou gouiziek diwar-benn ar roudou o deus lezet enni Kelted an Henamzer [1].
En eur bobl vrogar evel ar Vagiared, an istor brôadel a zo bet pleustret warnañ gant gred : A Magyar nemzet lortenete « Istor ar vrôad vagiar », embannet dindan renadur an istorour A. Szilagyi (Buda-Pest, 1896) ; A Magyar nemzet tortenete az Arpadhazi kiralyok alatt « Istor ar vrôad vagiar dindan ar rummad-roueed arpadat » gant G. Pauler ; A Magyar nemzet tortenete Szent Istvanig « Istor ar vrôad vagiar betek Sant Stevan », gant an hevelep istorour (Buda-Pest, 1900). H. a.
Akademia hungarat ar Skiantou, diouz he zu, he deus embannet eul laolevr yezoniez hungarek (Magyar Nyelvtudomanyi Kezikonyve) m’eo gouestlet ar
- ↑ Da skouer : C. de Darnay, Kelta penzverö es ontö-muhely Szalacskan, war Archaeologiai Ertesitö, 1906, pp. 416-33 ; E. Gohl, A szalacskai kelta penzverö, war Numizmalikai Közlony, 1907. pp. 47-64 ; A Biatec-oesportbeli barbar penzek, id. 1909, pp. 39-50, 99-104. Diouz ar peziou-mouneiz keltiek en aour hag en arc’hant kavet e broiou Kreiz Europa, ez eo bet Biatek unan eus roueed ar Gelted annezet er broiou-se er Ia kantved kent H.S.