diouz ar Vagiared, an darn-vuia eus an dud o tenna d’ar brôadeleziou nann-magiarek a Hungaria a veve a-skign war ar maez, hag aesoc’h a se e teuent da breiz d’ar magiarekaat [1].
Ar Vagiared n’o deus ket bet hepken, e-pad an XIXvet kantved, brôadelerien c’hredus, gouestlet ganto o buhez da zifenn ha da leda o yez dre ar skoliou hag ar c’helenndiou. Bez’ o deus bet ouspenn eun niver tud a zeskadurez hag a studi o deus digoret d’an hungareg an holl dachennou a vez pleustret en Europa hag en Amerika gant ar yezou meur a sevenadurez : lennegez-diduella uhel, lennegez-kelenn, skiantou an Natur hag an Den, istorouriez, yezoniez, h. a. Bourra dreist-holl o deus graet o gouizieien o studia orin o fobl hag o yez, hag ar pobladou, kar d’ezo dre ar yez a gomzont, a zo o veva e Reter Europa hag en Azia. E-keit ha m’emañ Kelted hon Amzer (e gwall, dreist-holl, da doc’horidigez an emskiant vrôadel en o zouez) dleour eus ar pep brasa hag eus ar pep gwella el labouriou a-zivout Kelted an Hen-amzer hag ar Grenn-amzer da ouizieien estrenyezek a vaez-bro, Alamaned, Gallaoued, Saozon, h. a., gant Hungariz hag en hungareg ez eo bet embannet (diwar 1860 peurgetket) ar pep talvoudusa eus al levriou a zo da studia evit anaout poblou ha yezou finnougriek Europa hag Azia [2].
- ↑ R. Gonnard, La Hongrie au XXe siècle, 1908 ; Scotus Viator (Seton Watson), Racial problems in Hungary, London. 1909 ; B. Auerbac’h, op. cit, pp. 336-7, 345-52.
- ↑ P. Hunfalvy, A kondai vogul nyelv (yezadur vogoulek), Pest. 1872 ; Az osztiak nyelv (yezadur ostiakek), Pest, 1874 ; Budenz, Rövid finn nyelvtan (yezadur bihan ar finneg), Buda-Pest. 1873 ; Magyar-ugor ôsszehasonlito szotar (geriadur magiarek-ougriek), Buda-Pest, 1872-1875 ; Sved-lapp nyelvmutatvanyok (eun damskeud eus yezadur laponeg Bro-Sued), Buda-Pest. 1874-1875. H.a.