Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/85

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

lamant, al leziou-barn, ar skoliou hag an ilizou. Lezennou 1848 a rôe da Hungaria hec’h emrenerez hag an doare-gouarn parlamantel ; ar magiareg a oa diskleriet yez ar c’hannadoureziou da ziavaez ha lezvarniou ar vro ; n’oa ket evit dont da gannad er Parlamant an neb na ouie ket ar magiareg. Ar magiareg hepken a dlee beza boazet er merereziou-bro, er c'henwerz h. a.

Gant Lezennadur 1868 diwar-benn ar brôadeleziou n’eo anzavet nemet eur vrôad en Hungaria : hini ar Vagiared. Kenijinet eo pep tra el Lezennadur-se evit kreizenni ar vro ha redia tamm-ha-tamm ar brôadeleziou-all da zegemer ar magiarekaat. Lezenn ar 5vet a viz mae 1891 a redi ar gerent n’int ket evit evezia e-pad an deiz o bugale etre 3 ha 6 vloaz, d’o c’has d’ar saliou-herberc’hia-bugale e-lec’h e tesker d’ezo ar magiareg. E 1907-1908, e oa evel-se 2489 skol-vugaligou ma veze trôet enno ar vugale war ar magiareg. Ar brôadeleziou-all n’oa ganto, evit stourm ouz ar skoliou-magiarekaat, nemet 153 skol : 86 skol gant an Alamaned, 29 skol gant ar Serbed, 27 skol gant ar Roumaned, 11 skol gant ar Slovaked.

E miz here 1897, Kambr ar Gannaded, bodet e Pest, a vote ar magiarega eus kement ano-lec’h a Hungaria n’oa ket magiarek.

Brasa nerz ar magiarega, e derou an XXvet kantved, a zeue eus al lusk a oa gant ar Vagiared d’en em voda mui-ouz-mui er c’hêriou e-lec’h ma teue da goueza etre o daouarn an holl vicheriou uhel : meradurez-vro, kelennadurez, liziri-kaer, arzou, skiantou. Bez’ edo anezo an diou drederenn eus kêriz ar vro. An Alamaned, bet gwechall mistri war ar c’hêriou, o devoa kollet ar vestroni-se. Disheñvel er c’heñver-se

— 83 —