Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/84

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

XVIvet hag ar XVIIvet kantved a stourmadegou evit difenn an hungariadelez ouz Aostria. Emsavadeg ar Vagiared hugunodek, a stourme evit o feiz nevez, a voe mouget eus ar c’hrisa gant ar soudarded alaman a laboure, hervez youl an arc’heskob Kolonicz, « da ober eus Hungaria eur vrôad korkerien da genta, eur vrôad katoliked da c’houde, eur vrôad Alamaned da ziweza ».

Re hir e vefe menegi amañ kement stourm o deus bet ar Vagiared da zougen e-pad an XVIIIvet kantved. E 1791, an Dieta a dizas ma vije savet, en holl gelenndiou Hungaria, kenteliou diwar-benn ar yez hag al lennegez vagiarek, ha ma vije hiviziken ar magiareg yez ar marc’hadou. E Dieta 1796, e voe divizet e vije hiviziken aozet danevell-skrid an dalc’hiou, neket e latin hepken evel araok, hogen e magiareg ivez, « eur mennad, hennez, a drivlias gant eur barr-levenez engroez an dalc’hidi ». E 1805, e voe aotreet darn eus ar merereziou-bro da ober gant ar magiareg kerkouls ha gant al latin.

An XIXvet kantved — nemet gwaskadenn 1849-1859 — a welas trec’h an hungariadegez, a-drugarez da wanidigez Impalaerded Aostria. E Dietaou 1830-1840, e voe savet lezennou o tiazeza dreistelez ar Vagiared war ar gouennou-all a veve en Hungaria. Hiviziken e tlee tremen evel gwiriek ar stumm-skrivadur

hungarek hepken eus al lezennou, ha neket ar skrivadur latin anezo. Digoret e veze ar c’hargou d’ar vagiaregerien nemetken. Nikun n’oa evit mont da vreutaour hep gouzout ar magiareg. Gour n’oa evit mont da veleg, e ne vern pe gredenn, pe gatolik, pe hugunot, pe yuzev an hini e vefe, hep gouzout ar magiareg. Ar magiareg a ranke dont da yez ar Par-

— 82 —