amañ eun nebeut darvoudou hepken a zo mat da anaout.
Abred a-walc’h e voe Hungariz hoalet gant an deskadurez. En XIIIvet kantved, e tarempredont a-vern Skoliou-meur Pariz ha Bologna. Dont a ra al latin da veza en o zouez, evel e-touez Kornog-Europiz, yez an deskadurez uhel hag an darempredou-gouizieien etrevrôadel. Naouez, pell diouz dastum mezegez diwar orin emaez-europek o brôad, e stagont gant lorc’h ouz o istor koun Skuthed an Hen-amzer, danevell-veur Attila ha brud rouantelez an Avared [1]. E mare emsao Hussiz e Bohemia, e trôas daou zen eus ar ranngredenn-se ar Vibl e magiareg « d’ezi da vont da c’hoell evit spered Hungariz ». An Dizivoud-Veur a voe briataet gant fo gant kalz a Vagiared. Enderc’hel a rejont Ferdinand Aostria (1556-1564), pa savas war e dron, da zouja o yez hag o brôadelez. Ker bras e oa an disfiziañs o devoa ar Vagiared ouz kement den pe dra a zeue eus an Alamagn, ma tegemerjont an Dizivoud diwar eneberez ouz kredenn-Stad Impalaerded Aostria (a oa ar gatoligiez), hag ar galviniez dre gasoni ouz al lutheriadegez. Leun eo ar
- ↑ Mat eo lakaat da evesaat amañ e oa iranegerien eus Skuthed an Hen-amzer. Komz a raent eur yez kar d’an hen-berseg komzet war uhelennou an Iran gant ar roue-meur Darios hag e warlerc’hidi. Huned Attila (Vvet kantved goude H.S.) hag an Avared (VIvet-VIIIvet kantved) a oa gwirheñvel, mongolegerien. Etre ar poblou-se ha gourdadou Hungariz n’oa kerentiez ebet, nag e-keñver gouenn, nag e-keñver yez. Eun doare-beva heñvel, avat, a oa bet laket d’ezo-holl dre an anneza e rannved ar geotegi. Bez’ e oa anezo pobladou mesaerien war varc’h o kantren gant o chatal eus an eil peurvan d’egile. A vare da vare e trôe ar vesaerien-se e skraperien ha mac’homerien a spourone dre o marc’hekadegou brezeli ha preizata gounideien-douar ar broiou tudet-stank.