ouenn (?) hag a yez, a zo bet magiarekaet, pe gentoc’h, a zo en em vagiarekaet anezo o-unan dre gantmiliadou. En eun niver a gêriadennou tudet gwechall gant alamanegerien nemetken, n’eus ken o veva hizio nemet magiaregerien. Aet eo alïes an dud, er c’hêriadennou-se, betek trei e magiareg o anoiou-tiegez alamanek evit en em goll aesoc’h a se e-touez engroez ar vagiaregerien a ouenn rik. Unan eus an traou a rôas lusk d’an emvagiarekaat-se eus an Alamaned eo bet moarvat an dismegañs ruz o deus ar Vagiared ouz Alamagniz. Evel ma lavaront : Eb a Nemet kutya nebkul « Lec’h e vez eun Alaman, eno e vez eur c’hi » [1].
Kentelius-dreist eo istor Hungariz, kelc’hiet a-beptu a enebourien evel m’en em gavent, ha ganto, e-kreiz o bro, enezennadou Slaved, Alamaned ha Roumaned. Da stourm hep ehan o deus bet evit difenn o yez hag o brôadelez, o leda, ha klask kuzumi an estrenien a veve en o metou. N’oun ket amañ evit danevelli dre ar munud istor ar stourm-se [2]. Setu
- ↑ E. Reclus, Europe centrale. pp. 335-6, 344. Keal a zo ganen amañ, en danevell, eus Alamaned dizesk eus ar bobl. Hogen an Alamaned desket diwar ar renkadou-etre, a-wechou zoken Alamaned an noblañs, n’o deus ket gwelloc’h egeto harzet ouz ar magiarekaat. Ar skrivagnerien kempred gant an darvoudou o deus taolennet d’eomp ar rummad-Alamaned-se a leze o mourennou da greski diouz giz an Hungared, a laoske a-bouez o fenn youc’hadennou magiarek er bodadegou brôadel, ha, distro d’ar gêr, a selaoue gant levenez leiz o c’halon o bugale o vagiarega war leur o zi. Keñveria B. Auerbac’h Les Races et les Nationalités en Autriche-Hongrie, eil mouladur, 1917, pp. 370-1.
- ↑ Da lenn : E. Sayous, Histoire générale des Hongrois, kenta mouladur, 1876 ; eil mouladur, 1900 ; L. Léger, Histoire de l’Autriche-Hongrie, 1879 ; E. Csuday, Geschichte Ungarns, Berlin, 1899 ; B. Auerbac’h, op. cit. eil mouladur, 1917. pp. 315-463.