Grenn-amzer, ha gant diskennidi slavekaet an Illirianed (Pannoniz), an Dhraked (Daked), ar Gelted hag ar C’hermaned a veve eno e dibenn an Hen-amzer. Bez’ edo ouspenn, amañ hag ahont, e-touez ar slavegerien-se, enezennadou-alamanegerien, darn anezo o tiskenn marteze eus annezadou germanek an Hen-amzer, an darn-vuia, avat, o tont eus Alamagniz (Bavariz, Souabed, Franked, Hessiz, Hen-Saozon), bet galvet gant ar gloer hag an uhelidi o doa savet ilizou, manatiou ha kestell dre ar vro goude diskaridigez impalaerded an Avared. Diwezatoc’h, pa voe kristenet ar Vagiared, e teuas er vro germanegerien-all, Izel-Alamagniz, Flamanked, Hen-Saozon, galvet gant ar roueed hungariat o-unan evit kreski poblañs ar vro, digeri ar breinarou, hag ober gwardoniez war an harzou.
Digant ar slaveg da genta, ha, goude-se, digant an alamaneg, o deus ar Vagiared amprestet eleiz a c’heriou a sevenadurez [1]. Kement eo bet avat nerz ha dalc’husted o emskiant vrôadel, al lorc’h bras-direiz a zo bet enno a-holl-viskoaz gant o yez hag o brôadelez, ha, da heul, o galloud teogi ha bevezi an danveziou-gouenna diwar ar poblou-all, ma ’z eo bet magiarekaet holl gwitibunan ar Slaved a veve er gompezenn da vare donedigez Arpad hag e genvrezelidi [2]. An Alamaned, int-i ivez, en despet d’an dreistelez a roje d’ezo (gouez da Hitleriz-vremañ) o arianegez a
- ↑ Diwar-benn an amprestadennou indezeuropek graet gant ar magiareg hag ar yezou finnougriek-all, lenn A. Meillet ha M. Cohen, Les langues du Monde, 192-4, pp. 153-83.
- ↑ Arpad eo ar rener a vlenie ar Vagiared pa dreuzjont aradennad ar menez Karpat evit dont da ober o annez er vro a voe anvet Hungaria diouz o ano.