Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/80

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

ket evit lavarout ez eus rannyezou ennañ e gwirionez) a ziskouez splann hag anat na sav ket da goz en amzer dremenet derou emfennadeg Roumaniz war ar broiou tro-wrar-dro d’o meneziou [1].


XVII. AR MAGIAREKAAT EN HUNGARIA


Gant ar Vagiared — pe Hungared, pe Hungariz, evel ma oar kustumoc’h d’o envel — hon eus d’ober, neket ouz koueriaded sioul ha di-istor evel Roumaniz, hogen ouz eur bobl finnougriek a varc’heien hag a vrezelourien hollvrudet, deuet eus ar geotegi ec’hon a ra an tremen etre Azia hag Europa, en hanternoz d’ar mor Du, d’ar mor Kaspian ha da lenn-veur Aral. E-pad tost d’eur c’hantved (eus 862 da 955) o deus ar Vagiared braouac’het Europa dre ar marc’hekadegou brezeli ha preizata a raent a-dreuz d’an Alamagn, da Vro-C’hall, da Okitania, da Italia, ha da ledenez ar Balkaniou, hep kavout nepred war o hent pobl na roue a vije bet gouest da herzel outo [2]. Goude spourona Europa er c’hiz-se, trei a reont ouz ar feiz kristen hag e teuont da veza, a-gevret gant Poloniz, kaloneka ha gwella difennerien hon douar-bras ouz an Durked.

N’edo ket didud ar vrôad-kompezennou ma tiazezas enni ar Vagiared e kreiz Europa. Piaouet e oa, abaoe meur a gantved, gant slavegerien, da lavarout eo gant tud a ziskenne eus ar Slaved enbrôet enni e derou ar

— 78 —
  1. A. Hovelacque, La Linguistique, pevare mouladur, p. 337.
  2. Diwar-benn marc’hekadegou Hungariz dre Europa, lenn L. Halphen, Les Barbares, des grandes invasions aux conquêtes turques du XIe siècle, eil mouladur, 1930, pp. 321-30.