Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/79

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

dur ar re anezo o doa tizet sevel dreist d’ar re-all dre o finvidigez [1]. Keal a zo a Valaked perc’henned war domaniou bras kerkent hag an XIIIvet kantved. Nemet rouez a-walc’h e vanas bepred an doare-tud-se en o zouez. C’hoaz e derou an XIXvet kantved, edo ar pep brasa eus ar roumanegerien tud a renk izel, hep deskadurez ebet : gounideien-douar, mesaerien-loened, micherourien. Roumaned Transilvania n’o doa ket zoken a ano brôadel boutin d’ezo-holl : en em envel o-unan a raent diouz o micher.

Ret eo bet gortoz betek kreiz an XIXvet kantved a-benn ma tihunas an emskiant vrôadel enno. Neuze eo ivez en em furmas e kêriou Valakia ha Moldavia roumanegerien desket, barzed, romantourien, istorourien, yezourien, h. a. An dud-se a strivas da c’hlanaat o yez dre argas diouti, kement hag e c’hellent ober, ar geriou slavek, alamanek, magiarek, gresianek ha turkek a oa en em silet enni, ha d’he latinaat mui-ouz-mui dre ampresta ar geriou a sevenadurez a vanke d’ezo digant ar yezou bras nevez-latin eus ar C’huzheol, galleg hag italianeg dreist-holl. Da heul al labour-se, roumaneg ar c’hêriou, a oa gwechall kalz trefoetoc’h eget roumaneg ar maeziou, kalz saotretoc’h egetañ gant geriou estren, a zo deuet da veza al latineka eus an daou.

Eun dra ouspenn a dalv beza lavaret amañ. An unanded vras a zo gant roumaneg ar bobl e Valakia, Moldavia, Bessarabia, Bukovina, Transilvania, hag e lodennou roumaneget Hungaria ha Serbia (n’eur

  1. Lïes andon a c’heller lakaat d’ar renkad-vlenierien-se, diouz o anoiou. Tiegeziou-meur Roumania en hon Amzer a zo ganto anoiou roumanek, slavek ha gresianek.