Eno, enta, hon eus skouer eur yez ledet gant koueriaded e-touez koueriaded-all. Beza bet ar stal evel-se abaoe derou ar Grenn-amzer a zo lakaet anat dre studi an elfennadou-yeza aet da ober ar roumaneg. Eun drederenn hepken eus an elfennadou-se a zeu eus latin an Hen-amzer : ar geriou reta, boazieta, izela eo a gaver en drederennad-se. Kollet eo bet gant ar roumaneg holl c’heriou uhel al latin, da lavarout eo ar rummadou anezo a denne d’ar sevenadurez, d’an deskadurez, d’ar stadrenerez, d’ar veradurez-vro, h. a. Pa vez eus ar geriou-se e roumaneg, e teuont eus ar slaveg dreist-holl, pe eus ar magiareg (hungareg), eus an alamaneg, eus ar gresianeg, eus an turkeg. Bez ’ ez eus anezo al lodenn vrasa eus e c’heriadur.
Klota mat a-walc’h a ra kement-se gant an nebeudig a glevomp digant Hen-amzeriz, en o skridou, eus dibenn an Dakia roman en IIIvet kantved goude H. S. Hervezo, an impalaer Aurelianus, dre ma tiskrede e c’hallje pelloc’h difenn ar vro-se ouz argadadegou ar Varbared, a c’halvas en-dro ar gargidi hag ar soudarded a rae enni evitañ, hag hen dilezas da vat. Diouz a zo c’hoarvezet en hevelep plegennou e broiou-all ma anavezomp gwelloc’h an istor anezo, emañ gwirheñvel ez eas kuit, a-gevret gant ar gargidi hag ar soudarded, ar pep brasa eus renkadou uhela ar boblañs, pinvidien ha tud desket. Menel a reas hepken, er vro dilezet, ar re a c’helle gortoz tenna eur mad bennak eus an dilezidigez end-eeun, da lavarout eo ar beorien, an dud a renk izel [1].
Gant an amzer, en em stummas adarre e-touez ar roumanegerien-se eur renkad vlenierien diwar gana-
- ↑ V. Chapot, Le Monde romain, 1927, pp. 129-35,