Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/77

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

deleziou-all, war ar Roumanezed en abeg da gened, da hoalusted, ha da veoder-spered ar re-mañ. Hogen, evel m’emañ ar c’hrenn-lavar serbek :

Pa zeu eur Valakez en ti
Da Valaked ez a holl dud an ti [1].

Er c’hiz-se, e dibenn an XIXvet kantved, e oa deuet ar roumaneg da yez voazeta e Banat Temesvar, ha beza bet tudet gwechall ar banat-se hogos hepken gant slavegerien hag alamanegerien. Hogos peurroumanekaet edo Bulgared katolik ar Banat. Ar Serbed, e meur a garter, ha d’ezo kaout koun c’hoaz eus o yez, a gomze etrezo ar roumaneg. Betek korn biz Serbia, etre ar stêriou Danao ha Morava, a oa bet boulc’het-doun gant ar Valaked galvet gant gouarnamant Belgrad evit adpobla ar rannvro-se bet hanter-didudet gant brezel an emzizalc’ha diouz an Durked. Roumanekaet e oa bet eno ar Serbed manet er vro a-gêriadennadou a-bez, ma n’oa ken nemet an anoiou-kerentiadou evit testenia e oa bet gwechall slavegerien

eus tud ar c’hêriadennou-se. Evel ma lavar Elizea Reclus : « Hag int peoc’hus hag habask, en tu-hont da ouenn-dud-all er bed ez eo ar Roumaned eur ouenn aloubus. Galloudekoc’h eget eun armead skraperien-vroiou, eun drevadennadig labourerien-douar valak a spleit a-walc’h e meur a lec’h evit trei a-nebeudou brôadelez pobladou a-bez » [2].

— 75 —
  1. E. Reclus, Europe méridionale, pp. 269-60 ; Europe centrale, p. 352 (o heulia E. Picot, Les Serbes de Hongrie. Praga, 1873).
  2. E. Reclus, Europe méridionale, pp. 224, 287 ; Europe centrale, pp. 351-2.