Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/76

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

yezou roumanek ledenez ar Balkaniou ma n’emañ ket eur Roumaniad hag eur C’houtzo-Valak o komz pep-hini e yez evit en em glevout [1]. Bez’ e c’houlakaer e vije orin ar pevarzek milmiliad a roumanegerien o pobla Transilvania, Valakia, Moldavia, Bukovina ha Bessarabia er c’hounideien-douar hag er vesaerien-loened eus Dakia ar Romaned en em repuet er meneziou (Alpou bastarnek Hen-amzeriz, Alpou transilvanek hon-Amzeriz) evit tec’hout rak argadadegou ar Varbared (Germaned, Huned, Slaved, Avared, h. a.). Ac’hano e vijent diskennet davet ar c’hompezennou edus seul wech ma habaskae war an traou. Roumaneget tamm-ha-tamm e vije bet ganto, da heul, Slaved ar vro. Ar roumanega-se, a lakaer er c’hantvedou eus ar Grenn-amzer ma tav an Istor war an darvoudou anezo, a zo bet studiet-piz, e-pad an XIXvet kantved, e Transilvania, er Banat, e kement lec’h ma teue da geja koueriaded eus Roumania ha koueriaded diwar vrôadeleziou-all : Alamaned, Serbed, Bulgared, h. a.

Oberiantoc’h, kerreisoc'h en debri hag en eva, digoroc’h o spered eget tud ar gouennou-all, strujusoc'h o ziegeziou egeto, e rae Roumaniz berz e pep lec’h, hag, o veza ma ne deurvezent ket deski peurliesa yez an dud-all, ar re-mañ an hini eo a zeske ar roumaneg evit en em glevout ganto. Klask a veze, ouspenn-se, gant paotred yaouank ar brôa-

— 74 —
  1. Ouspenn ar c’hemmadennou disheñvel c’hoarvezet e stumm ar geriou latin en diou rannyez, bez’ ez eus disheñvelderiou-all o tont eus ar geriou o deus amprestet. Ar Goutzo-Valaked o deus kemeret eleiz a c'heriou digant ar gresianeg. A ouenn hellenek eo en o yez kement ger a denn d’ar gredenn, d’an deskadurez ha d’ar sevenadurez.