Roumaned slaveget-se eo o dije ledet e-touez ar Slaved ar marvailhou diwar-benn an impalaer roman Trajanus, deuet da veza ker brudet e-touez ar Serbed hag ar Vulgared ha m’emañ e-touez Roumaniz [1].
Mar deo bet mouget ar roumaneg gant ar slaveg [2] er pep brasa eus ledenez ar Balkaniou, disheñvel a zo c’hoarvezet en hanternoz d’an Danao-Izela, er broiou aet da ober rouantelez Roumania. Eno, al levriou-Istor savet gant Krenn-amzeriz betek an XIIIvet kantved ne gomzont nemet eus Slaved. Slavek ivez e pad da veza betek hizio an darn-vuia eus an anoiou-lec’hiou. Hag aet da get, koulskoude, ar slavegerien ! N’eus ken nemet roumanegerien dre-holl, en tu-hont da bevarzek milion anezo. A belec’h e teuont ? Evit eus ledenez ar Balkaniou n’eo ket, rak ken disheñvel eo yezou roumanek Roumania diouz
- ↑ Slaved ar Balkaniou o deus graet eus Trajanus eun doue — ha, da ziweza, dindan levezon ar gristeniez, eun diaoul — ma lakont warnañ a bep seurd trevellou souezus. An hent roman a gase eus Italia da Gonstantinopl a zo bet anvet gant Bulgariz Trojanoiu putu, Trojanski putu, ha, da heul, gant an Durked, Trajan jol « hent Trajan ». Trojanovgrad « Kastell Trajan » a vez graet gant ar Serbed ha gant ar Vulgared eus an dismantrou a-zilerc’h ar c’hreñvlec’hiou hag ar c’heriou savet gant Romaned an Hen-amzer. E Roumania, ret ha ma ’z eo, stankoc’h eo c’hoaz eget er broiou slaveget al lec’hiou anvet diouz ano an impalaer bras. Betek e kreisteiz Rusia, e gouarnamant Kiev, e kaver eur Valu Trojanovu « moger Trajan ». L. Léger. La Mythologie slave, 1901, pp. 124-33.
- ↑ Ha gant ar gresianeg e Thessalia. Diou-yezerien a vez eus an darn-vuia eus ar Goutzo-Valaked. Komz a reont gresianeg ha techet ez int d’en em hellenekaat mui-ouz-mui.