tek en tu-hont d’an Danao-Izela, er vro anvet Dakia e dibenn an Hen-amzer ha bremañ Roumania (Valakia, Moldavia, Transilvania). Argadadegou ha drastadegou ar C’hermaned, hag enbroïdigez ar Slaved o tont da heul, a lakas latinegez nevez-flamm ar broiou-se en argoll. Darnaouet e voe al latinegerien, gant an dibobladegou hag an enbrôadegou, en eun niver a enezennadou ma ’z eas kalz anezo da get gant ar slavekaat e-doug ar Grenn-amzer.
E derou an XIXvet kantved, ar vrasa enezennad roumanegerien a veze kavet en hanternoz d’an Danao-Izela, er broiou anvet Valakia, Moldavia, Bukovina, Transilvania ha Bessarabia, aet da ober diwezatoc’h (e 1865 hag e 1918) rouantelez Roumania. Er c’hreisteiz d’an Danao, ne vane ken nemet enezennadou dister, a-strew amañ hag ahont en Istria, en Albania, en Akarnania, en Etolia, e Thessalia hag e Makedonia. Roumanegerien ar Pind, anvet Koutzo-Valaked, Zinzared, Valaked Vakedonia, eo ar re niverusa : war-dro 200.000 penn-den. Rumuned (Roumaned) Istria, en enep, a zo anezo eun nebeut miliadou hepken [1]. Niver bras ar roumanegerien e Tessalia er Grenn-amzer a daol testeni d’ezañ an ano a Valakia-Veur a veze rôet d’ar vro-se gant Buzantiz. Gwirheñvel eo e tiskenn kalz eus ar Slaved, tudet ganto bremañ hanternoz ledenez ar Balkaniou, eus Roumaned bet slaveget a-hed ar Grenn-amzer [2]. Ar
- ↑ O. Densusianu, Histoire de la langue roumaine, 1901 ; L. Lamouche, Les Roumains de Macédoine, 1913 ; G. Weigand, Die Aromunen, 1895 ; Romania, 1892. p. 240 ; B. Auerbac’h, Les Races et les Nationalités en Autriche-Hongrie, eil mouladur. 1917, pp. 304-6 ; E. Reclus. Europe méridionale, pp. 183-4, 245-76.
- ↑ Anat eo kement-se evit rummadou diouto evel Morlaked Dalmatia, anvet Karavlassi « Valaked du » gant an Durked. O ano slavek a dalv, war a greder, kement ha « Valaked ar mor, Morvalaked ». Bez’ ez eus anezo unan eus kaera gouennou-tud Europa, E. Reclus. Europe centrale, pp. 248-9.