Kadarnded-dreist Albaniz, o c’huriou er stourmadennou o deus renet ouz an Durked, ar roll a bouez o deus c’hoariet en armeadou ar Sultan, an emfennadeg anezo er-maez eus o bro, an holl zarvoudou-se o deus tennet warno evez Europiz e-doug an XIXvet kantved hag e derou an XXvet. Manet emañ kuzet d’eomp, koulskoude, ar pez a zo marteze ar pep souezusa en o istor. Dre-holl en Albania e kaver anoiou slavek, ma tiskouez beza bet Slaved o veva er vro e-pad ar Grenn-amzer. Mar deo gwir kement-se (ne weler ket penaos e c’hellje beza diwir), adc’hounit o bro hag he dislavekaat tamm-ha-tamm o deus bet Albaniz da ober. Bez’ e tav an Istor war al labour-se a ra enor d’ezo. Nemet koun a zalc’her eus orin slavek an diweza meuriadou albanekaet, dre na sav ket da goz, moarvat, an albanidigez anezo : gouzout a raer e oa gwechall bulgaregerien eus meuriadou El Bassan.
Mar deus arvar a-zivout illiriegez yez Albaniz, n’eus arvar ebet diwar-benn orin latin lavar Roumaniz. E
dibenn hen-amzer an istorvez, e oa bet desket al latin gant an holl boblou o veva en darn eus ledenez ar Balkaniou en em astenn eus mor Adria d’ar mor Du, diouz tu an hanternoz d’ar C’hres, hag ac’hano, be-