Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/72

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

dispar a ziskouezas Albaniz Hudria, Spezia, Souli, h. a., en o stourmadennou ouz Osmaniz [1].

Bez’ e stagas Albaniz da zic’hlania war Hen-Serbia goude trec’hidigez ar Serbed gant an Durked war stourmaez Kossovo (1389). Evit tec’hout diouz yeo argarzus Muzulmiz, sed e tivrôas ar Serbed a gantmiliadou evit mont da chom en Hungaria. Albaniz a grogas neuze da zegouezout dre hiniennou evit ober o annez war an douarou diberc’henn, hag, a-sil, gant an amzer, ez eas kement war gresk niver o enbroidi

m’en em gavas, a-benn an diwez, grounnet a-bep-tu ganto ar Serbed manet er vro. Kalz eus ar re-mañ a zegemeras neuze yez, feiz ha giziou Albaniz evit tec’hout diouz o gwallgaserez. An Durked a oa a-du gant an albanekaat-se eus Hen-Serbia, dre m’edo kengredenneien d’ezo, muzulmiz evelto, an darn-vuia eus Albaniz a zeue da veva er vro [2]. An emfenna-se a badas betek brezel balkaniat 1912-1913. Danvez-studi hoalus diwar e benn a gaver e skridou an dud o deus beajet pe vevet e kevrennou europat an Durki e-pad an XIXvet kantved [3].

— 70 —
  1. Eun alberz eus buhez ha stad-kevredigez Albaniz a vezo kavet e Demolins, Comment la Route crée le Type social, I, pp. 381-412.
  2. Eun niver meuriadou albaniat, ha, dreist-holl, eun niver eus o renerien o deus en em drôet ouz an Islam dre c’hoant d’o mad kentoc’h eget diwar hoalusted-kredenn, evit gallout kenderc’hel da vrezeli, da breizata ha da aloubi war zigarez kas war-raok ouz ar gristenien ar brezel santel evit an Islam. Temz-spered Albaniz, stummet ha m’edo dre gantvedadou brezel ha preizerez, n’oa tamm ebet trôet war an traou a Gredenn. Dister-dra e oa deuet da veza ar feiz evit eur c’halz anezo. Evel ma lavarent : « Men emañ ar C’hleze, emañ ar Gredenn »
  3. G. Lejean, l’Albanie, war Tour du Monde, 1860 ; R. Millet, De Salonique à Belgrade, war Rev. des Deux Mondes, 1888 ; V. Bérard, La Turquie et l’hellénisme contemporain, 1893 ; R. Pinon, La Question de la Macédoine, war Rev. des Deux Mondes, 1907 ; La Question albanaise, id. 1909. H.a. — Ne vezo ket didalvez, moarvat, lakaat da evesaat amañ ez eo italianek a ouenn ano Albania, ha dianav a-grenn da Albaniz. Ober a reont anezo o-unan Chkipetari, ha Chkiperi « ar Roc’helleg » eus o bro kribellaouet-holl a veneziou.